Plus d'options

Fréquence d'emploi : 

Mots parents :
0

Définition :  Masquer la définition

1. Pemdez Gourdrouzoù reut a reer d'ub., a glever digant ub. Lavaret e begement d'ub. Klevet e begement gant ub. Kavout, tapout, pakañ e begement gant ub. [1954] War-hed un div lev bennak, adalek an ti-hent-houarn-se bete Landreger, bez’ e oa a bep tu d’an hent bagadoù paotred ha merc’hed o c’hortoz ar c’hozh kanfard, hag i o sutal, oc’h ober an hu outañ, o kanañ dezhañ e begement daoust d’ar prefed, en desped d’an archerien [...]. & Mont kuit hep gortoz e begement : hep gortoz ar gourdrouzoù, hep gortoz hiroc'h. 2. Reiñ e begement d'ub. : e gas kuit gant komzoù dihegar, dre e c'hourdrouz. 3. Mont war e begement : gwiskañ e zilhad kaerañ. 4. Kementad en deus ezhomm ub. eus udb. Ne c'hall ket unan diskuizhañ e begement en ti-mañ. HS. gwalc'h. 5. Diskont. Ne ouie ket ar pegement eus e zanvez.

Exemples historiques : 
3
Masquer la liste des exemples

Lom a reas un abadenn grozal : — « Amañ », emezañ, « ne c’hell ket unan diskuizhañ e begement ; bremaik e vezo ret labourat bemdez ha bemnoz evit plijadur ar merc’hed ! »

1944
Référence : ATST p.70

War-hed un div lev bennak, adalek an ti-hent-houarn-se bete Landreger, bez’ e oa a bep tu d’an hent bagadoù paotred ha merc’hed o c’hortoz ar c’hozh kanfard, hag i o sutal, oc’h ober an hu outañ, o kanañ dezhañ e begement daoust d’ar prefed, en desped d’an archerien o trotal e[n]-dro d’e garr brav gant daou varc’h gwenn stag outañ, rak dre amañ ne veze ket gwall stank ar c’hirri dre dan er mare-se.

1954
Référence : VAZA p.56-57

Da'z soñj ez eo deuet hennezh betek amañ war e begement, gourvez dirak ar maen-sonn, kroaziañ e zaouarn hag en em lazhañ ?

2015
Référence : EHPEA p34

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux