Yann Kerangeven, eus a vereuri Kerouzere, a yoa e penn Klederiz, Sibirilliz ha Plougouloumiz ; Paol Inizan, a Lanzeon, a yoa e penn Ploueskadiz, Gwineveziz, Lanhouarniz hag ar re a yoa deuet eus a-gostez Pagan ; Per Prijant, a Witevede, a yoa e penn tud e barrez ha kalz re all eus ar parrezioù all a-dro-war-dro.
Ian Kerangueven, euz a vereuri Kerouzere, a ioa e penn Clederiz, Sibirilliz ha Plougouloumiz ; Paol Inisan, a Lanzeon, a ioa e penn Plouescadiz, Guineveziz, Lanhouarniz hag ar re a ioa deuet euz a gostez Pagan ; Per Prigent, a Vitevede, a ioa e penn tud he barrez ha kals re-all euz ar parresiou-all a dro-var-dro.