A-drugarez Doue, tud an ti n’o doa bet droug ebet : e-pad m’oa bet ar soudarded oc’h ober o zro e pont Keraouell, o reiñ un tamm spont din-me, o doa holl kemeret an tec’h, rak gwelet a raent e oa kordigellet a fallagriezh kalon ar soudarded ; an dra-mañ am beus klevet abaoe.
A drugare Doue, tud an ti n’o doa bet droug ebed : epad m’oa bet ar zoudarded oc’h ober ho zro e pount Keraouell, o rei eun tamm spount di-me, o doa oll kemeret an teac’h, rak guelet a reant oa kordigellet a fallagriez kaloun ar zoudardet ; an dra-man am beuz klevet abaoue.