Ar gwel a gement-se a lakeas kement a zroug e Lokristiz, ma kemerjont pep a bennad-bazh da skeiñ war ar soudarded en ur grial : — Soudarded disakret, hon tud-kozh-ni a soube o biziad er piñsin-se evit kemeret dour binniget, ha c’hwi a laka ho kezeg da evañ ennañ ?
Ar guel a gement-se a lakeaz kement a zrouk e Lochristiz, ma kemerchont bep a bennad baz da skei var ar zoudarded en eur grial : — Soudarded dizakret, hon tud koz-ni a zoube ho biziad er pinsin-ze evit kemeret dour binniget, ha c’houi a laka ho kezek da efa enn-han ?