Mat, neuze, ma vezomp ar [v]istri, e vezo war beg tour Berven, a zo war an uhel, a weler a-bell hag a bep tu, ur banniel pe un drapo gwenn-kann o nijal laouen gant an avel ; ha mar kollomp, e-lec’h ur banniel gwenn, ur riblennad lian du ne vezo ken, evit dougen kañv d’ar re a vezo marv.
Mad, neuze, ma vezomp ar mistri, e vezo var bek tour Berven, a zo var an huel, a veler a bell hag a bep tu, eur banniel pe eun drapo guenn-kann o nijal laouen gand an avel ; ha mar kollomp, el leac’h eur banniel guenn, eur riblennad lian du ne vezo ken, evit dougen kaon d’ar re a vezo maro.