Dre-se, n’eo ket en tiez tostañ ez is da glask va skeul, rak en tiez-se e c’helle bezañ soudarded ; mont a ris er-maez eus ar bourk, war hent Gwitevede da Gervinojenn, el lec’h ma kavis un tammig skeul, dalc’het a-ispilh, a-zindan toenn soul kraou ar saout, gant daou beul koad sanket er voger.
Dre-ze, ne ket enn tiez tosta ez iz da glask va skeul, rak enn tiez-se e c’helle beza soudarded ; mont a riz er meaz euz ar bourk, var hent Guitevede da Gervinojenn, el leac’h ma kaviz eun tammik skeul, dalc’het a-ispill, azindan toen zoul kraou ar zaout, gand daou beul koat sanket er voger.