Korintin ne reas van ; en em lakaat a reas da lavaret e chapeled war e viziad. Ya, war e viziad, abalamour da gontañ mat an dizenezennoù, ha da lavaret ar Gloria Patri hag ar Bater, pep hini d’e boent, rak n’oa lezet chapeled ebet gant hini eus ar brizonerien ; an dud difeiz a lavare n’oa an traoù-se nemet brizherezh.
Mots précédents
Mots suivants
dizenoeiñ