1. [1732, 1850, 1904, 1927, 1931] Garm eztaolet da verkañ ur boan drumm.
[1732] Aiou. [1732] Aiou Doue. [1732] Aiou Doue 'ta. [1732] Aiou Doue eta, poan a rit din ! [1732] Aiou 'ta. [1732] Aiou, va gloazañ a rit !
[1904] Aiou 'ta ! [1904] Aiou, ma fenn !
Aiou, ma biz ! Aiou, poan am eus.
HS. ai, bou.
&
(en e furm vihanaat)
Aiouik ! pistigañ a rit ac'hanon !
&
(implijet div wech da heul)
[1850] Aou aou.
2. Ger a zistager gant ar c'herse, pa vezer disouezhet trumm.
Aiou, aet ar marc'h gant al laer.
&
Trl.
Na chom da lavaret aiou : na chom da c'hortoz, na chom etre daou.