Plus d'options

Fréquence d'emploi : 

Définition :  Masquer la définition

Doar./Stn. 1. Bihan e led e keñver e hed. Un neudenn voan. Ur wenodenn voan. Ar plankenn-se zo re voan ha re danav. [1954] [...] ha war a gredan n’eus plankenn ebet reutoc’h pe galetoc’h eget krepez va c’henvroiz a skoulme en o c’herc’henn ur gravatenn seiz du, ken moan war-vete nebeut hag ul las botez. DHS. strizh. ES. ledan. 2. Bihan e dreuz e-keñver e led hag e hed. Ur skourr, ur c'hef moan. Greun moan. Un tamm lien moan. & Trl. skeud. Kalfichat un ibil re voan : koll e amzer gant traoù didalvez. HS. tanav. ES. tev. 3. (db. korf an dud pe rannoù anezhañ) Bizied moan, divhar moan. Ar vouzellenn* voan. Ar plac'h-se zo unan voan. & Trl. kv. Un den hir ha moan evel ar wallamzer. & Trl. Moan eo e gof, e gorf : n'en deus ket debret tra. [1878] Ne raio ket a zroug din, evit gwir, aotrou Salaun, rak moan eo va c’hof. & Ober kof moan, bouzelloù moan, bouzellenn voan : tremen hep debriñ. Bezañ moan e revr : kaout aon. DHS. treut. ES. tev. 4. Dre heveleb. (db. ar vouezh, an trouz) N'eo ket kreñv met uhel an ton anezhañ. E vouezh zo moan evel hini ur plac'h. Un trouz moan a ra ur c'hwitell. 5. Dre heveleb. Skort, dister. Gant un taol moan me az kwano. II. Stn. Dre skeud. (db. an dud) Didalvez, na oar ket an tu da labourat. Hennezh zo ur merour moan. III. Adv. 1. Diwar nebeut. Bevañ moan. 2. Trl. Bale moan, charreat moan : sentiñ hep herzel. Hennezh a rank bale moan gant e dad. Hennezh a charre moan gant e wreg. 3. E doare ma'z eo moan an dra zo anv anezhañ. Un den askornet-moan : moan e eskern. Ul labous askellet-moan : moan e zivaskell. IV. H.g. Lec'h en un dra ma vez moan. En he moan e vefe aes terriñ ar vazh-se.

Exemples historiques : 
1
Masquer la liste des exemples

moanart

1850
Référence : GON.II pg moanard (adj. et s.m. celui dont la taille est déliée).

L'Office public de la langue bretonne