Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
2
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. Iliz vihan dindan an iliz-parrez a-fet urzhaz. Pep a chapel o doa rannoù ar parrezioù. Mont da bardonañ d'ar chapelioù. & Trl. skeud. An iliz a ya d'ober ur chapel : bihanoc'h an disoc'h eget ma c'hortozed. 2. Lec'h prevez evit al liderezh kristen. Chapel ur c'hastell, ur c'hlañvdi, ur skolaj. 3. Rann eus un iliz zo un aoter enni. Chapel an Dug en iliz-veur Landreger. Chapelioù penn an iliz : zo ouzh ar chantele. 4. Sal kempennet d'ober beilhadeg ub. marv. Chapel wenn. Chapel gañv. & Ent krenn Liñselioù o deus servijet d'ober chapelioù e dud kozh. Sevel ar chapel d'an den marv. 5. Chapel vadez, chapel ar vadeziant : lec'h ma vadezer en ilizoù. 6. Dre skeud., fent Ostaleri. Ober tro ar chapelioù.

Exemples historiques : 
26
Masquer la liste des exemples

chapel

1499
Référence : LVBCA p46 (chapele)

En enor da Doe hon kroeas - da sant Tremeur, da sant Weltaz - ez e voe fontet an chapel-mañ - an Sul ken[t] fest an Spered Glan - ouzit bremañ an dat dre gont - mil pemp-kant eizh bloaz ha tregont

1538
Référence : GReg Enskrivadur war Chapel s. Tremeur e Kledenn-ar-C'hab

gouarner er chapel-mañ

1549
Référence : ISYK.I p112

chapel

1659
Référence : LDJM.1 pg chapelle

chapeloù

1732
Référence : GReg pg chapelle

chapel

1732
Référence : GReg pg chapelle

chapelioù

1732
Référence : GReg pg chapelle

chapelioù

1850
Référence : GON.II.HV pg chapel

chapel

1850
Référence : GON.II.HV pg chapel

Ne oufen ket lavaret deoc’h dre be hent e oa aet ; ar pezh a zo gwir, eo pell a-raok m’oa noz, oa en em gavet e Larred, neuze parrezig vihan, dianket war ar maez, hag hiriv chapel a barrez Porspoder.

1877
Référence : EKG.I. p.209-210

Prest goude bezañ gwerzhet leveoù ar Sent e teuas e penn ar republikaned gwerzhañ ivez ar chapeloù, ar beredoù ha betek an ilizoù zoken.

1877
Référence : EKG.I. p.3

A-ziagent el lavaren bemdez e chapel menec’h Sante-Kroaz, mes abaoe m’eo kaset ar venec’h kuit gant an dispac’herien, el lavaran, en ur vont hag en ur zont dre an heñchoù, hep bezañ gwelet gant den.

1877
Référence : EKG.I. p.69

Tud Sant-Tegoneg, Gwimilio, Gwiglann, Lambaol-Gwimilio ha re an Dre-Nevez, en em glevas ’ta da vont un nozvezh da bediñ Doue da chapel Santez Berc’hed.

1877
Référence : EKG.I.

E tu-hont d'ar c'hambroù ha d'ar salioù bras [e]c'h aer enne 'vit dibriñ, pe 'vit skrivañ, pe 'vit ober un diskuizh, e zo amañ ur chapel vras hag ur chapel vihan : homañ 'zo savet enni ur vreuriezh a nevez zo 'vit diboaniañ an anaon : enni dreist-holl e plijo dimp mont da gaozeal gant an Ao. Doue.

1903
Référence : MBJJ p112

Hag, evit delc’her dindan eñvor laouenidigezh, joausted o anaoudegezh, o deus graet kompeziñ beg ar run-mañ, ha warni o deus diazezet ar chapel, chapel ar Jaou.

1925
Référence : BILZ2 p.117

Eñ eo an hini a ziazeas hon iliz kentañ, chapel e leandi.

1925
Référence : BILZ2 p.136

Deut e oa d’ar chapel evit he c’hempenn, he fentañ ; he merc’h yaouank hag ur vatezh a oa ganti.

1925
Référence : BILZ2 p.118

Ur wech m'oc'h diskennet diwar ar c'hrec'h, e tigouezhit gant ur bouchad gwez derv bodennek a guzh ouzh ar sell chapel vras Sant-Weltaz hag he feunteun santel.

1944
Référence : EURW.1 p17

An Tad Jouan ha me a yae alies a-gevret da ensellout ouzh an dilerc’hioù kozh a oa stlabezet dre barrez Karnoet ; kestell, bezioù, chapelioù, ha dreist-holl dismantroù roman.

1944
Référence : EURW.1 p.210

Kement a garan, amañ 'm eus desket er c'harout : ar feiz naturel, ar gredenn eeun, al labour ordinal, an dud izel, ar gwez derv, al lannoù, ar girzhier, ar stêrioù, ar vein-hir, ar chapelioù, hag an holl draoù benniget a vev en o skeud santel.

1944
Référence : EURW.1 p15

Stêr-Aon a red e-harz he c'hleuzioù don e kichennik, ez eus ur chapel vihan gouestlet da sant Kado, kenamzeriad Gweltaz, ha kenvroad breizhek dezañ,[.]

1944
Référence : EURW.1 p17

Ar breur Arturo ne zistanas [ket] e wad, ne zeuas ar c’housked dezhañ nemet d’ar mintin abred, pa voe poent sevel. Er chapel, en e gador-geur koadengravet, e-pad eur ar prederiañ, e kouezhe e chink en e grubuilh.

1949
Référence : SIZH p.39

Ruz betek e gilpenn, tenn e anal, daoulinet en deus e-kreiz leurenn ar chapel, troet e gein d'an aoter, e zremm ouzh tu an Tad-Mestr hag an daou Dad-Rener.

1949
Référence : SIZH p.59

Bep gwener d'abardaez, e vez bodet, hervez ar Reolenn, an holl zanvez-leaned hag ar vreudeur-lik e chapel ar gouent evit «anzav » a vouezh uhel, dirak an holl, hag a-youl-kaer [sic], un torr pe dorrig d'ar Reolenn.

1949
Référence : SIZH p.59

Ar chapel hag an tiez a vez bepred dalc'het e stad vat ; n'eus misioner ebet ken o chom eno, avat.

1985
Référence : DGBD p89

Ne oa tra ebet er vro a gement a c'hallfe bezañ talvezet da batrom evit ur c'heur gotek hantergelc'hiek, dezhañ un adnev-tro ha chapelioù empret diouzh doare an opus francigenum.

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p. 8

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux