Manet e chomis a-greiz-holl dre ma kleven blenier ur c’harr-tram o vlejal « Idiote ! Idiote ! » war un Itron gozh, daoust ha ma oa war zremm ha dilhad homañ tres ur vaouez a-zoare : « Ma ! » emezon, « lennet am boa diwar-benn ar Rusianed e rae an darn vuiañ gant ar galleg evel gant un eil yezh, met biken n’am bije kredet emañ e-touez an dudigoù ar c’hiz da gannañ e galleg o c’houez d’ar vourc’hizien ha d’an Aotronez ! »
Mots précédents
Mots suivants
karrva