I.
G.
A. Oberiadenn treuzdougen gant ur c'harr.
Hentoù foeltret gant ar charreoù. Charreoù traezh.
HS. chalbot.
B. Dre skeud.
1. Birvilh.
Eno e oa ur charre !
2. Trl.
Ober e charreoù : ober war-dro an ti.
&
Bezañ en e charreoù : bezañ war e du mat. N'emañ ket en e charreoù.
&
Ober ur charre da ub. : krozal dezhañ. Ar maltouterezed da ober ur charre spontus d'o gwazed.
II.
H.g.
A.
1. Obererezh treuzdougen gant ur c'harr.
War ar charre emaoc'h ?
2. Labour, obererezh chastreüs a garfed chom hep ober.
Bez' e vo charre c'hoazh !
B. Trl. skeud.
1. Bezañ war ar charre : labourat kalz.
War ar charre emañ atav daoust d'e oad.
2. Ober charre en-dra d'udb. : e fougasiñ betek re.
Morse n'eo bet plijet din an dra-se daoust d'ar charre a vez graet en-dro dezhañ.
3. Kemer charre gant ub., udb. : kemer poan, preder betek re gant an den-se, gant an dra-se.
D'ober petra kemer kement a charre o sevel bugale ? C'hwi a gemer charre ganimp.
4. Bezañ, kerzhet war charre : kerzhet gant beg an treid troet en diavaez.
Référence :
GReg
pg chariage (peine, ou salaire pour une voiture), charroy
charreoù
charreéü
1732
Référence :
GReg
pg charroy
charre
charré
1850
Référence :
GON.II.HV
pg charré (charroi, action de charrier ou de charroyer).
charreoù
charréoù
1850
Référence :
GON.II.HV
pg charré (charroi, action de charrier ou de charroyer. Pl.)
Ar charre a zo bet groet gant ur "char-à-banc" hag ul loen-kezeg.
Ar charre a zo bet groet gand eur "char-à-banc" hag eul loen kezek.
1898
Référence :
KZVR
Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1
Ac’hanta, e penn uhelañ al «leuveenn » dirak an iliz-veur, el lec’h end-eeun ma veze aozet warnañ bep bloaz telt ar Sakramant, setu pelec’h e fellas d’ar re-se, ha dreist-holl d’unan anezho, ar Beskont Gustav Kergezeg (1) stekañ an dolzenn gouevr hanter verglet, kizellet gant Yann Boucher, paotr delwenn vras Roazhon : ha diwar neuze e tarzhas reuz, charre ha trubuilh em Bro-Dreger.
Ac’hañ ’ta, e penn uhelañ al «leveenn » dirak an iliz-veur, el lec’h end-eeun ma veze aozet warnañ bep bloaz telt ar Sakramant, setu pelec’h e fellas d’ar re-se, ha dreist-holl d’unan anezho, ar Beskont Gustav Kergezeg (1) stekañ an dolzenn gouevr hanter-verglet, kizellet gant Yann Boucher, paotr delwenn vras Roazhon : ha diwar neuze e tarzhas reuz, charre ha trubuilh em Bro-Dreger.