1. Repu ul loen gouez, hini ar c'had dh.
Tapout ar c'had war he ched. Ur ched gad. Redek a rae ken prim hag ur broc'h o vont d'e ched.
DHS. bertim, douarenn, toull.
HS. bod.
2. Ti bihan ur glaouer.
3. PEMDEZ
Lojeiz, gwele.
Mont a ran da'm ched ! E-barzh o ched emaint c'hoazh !
HS. klud.
4. Trl. skeud.
Bezañ tapet war e ched : bezañ tapet o trougober.
&
Bezañ en e ched : bezañ en e aez, a-fet yec'hed prl.
HS. bleud, boued, butun, lec'h.
Ha Lanig [al louarn d.l.e. ar beleg didou], 'vefe tost e ched / Da di an Hir-se, ar maer kozh ; / Met, war an deiz, n'er gweler ket, / Ne gantren ken 'met diouzh an noz.
Ha Lanig , 'vefe tost e chet / Da di an Hir-se, ar mêr koz ; / Met, war an deiz, n'her gweler ket, / Ne gantren ken 'met diouz an noz.
1960
Référence :
PETO
p30
Ur c'huzulva e oa hag ur ched evit ar garantez war un dro.