Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Définition :  Masquer la définition

I. H.g. 1. KOZH. Youc'hadeg da ezteurel levenez da-geñver un trec'h pe ul lid. Enor ha cholori da vab Mari. 2. (db. mouezhioù an dud pe al loened) [1659, 1850, 1931, 1985] Trouzioù bras mesket, joaus prl., taolet gant unan pe meur a hini. Klevet trouz ha cholori en ti. Ar c'havaned a vage o cholori en oabl. Estreget en ostalerioù e vez cholori. [1850] Petra eo ar cholori a glevan en ti-se ? [1985] Aes eo a-se kompren ar cholori a vez bep gwech ma vez tapet un antilopenn. & [1931] Kaser ar cholori : den a vroud ar re all da vezañ war o zu mat, da gemer perzh en ul lid bnk. & [1954] Paotr yaouank e oa manet evel-just, rak pebezh cholori ma c'hoarvefe d'ar seurt pothouarn kavout ivez e c'holo ! & (impl. da anv unan) Ur cholori ganto ! Ur cholori ken skiltrus ha youc'herezh paotred ar Sabad. O ebatoù hag o cholorioù. DHS. bourbl, safar, todion, tourni. HS. jabadao, tousmac'h. 3. Seurt gwin-ardant. Ur banne cholori. II. G. Den farsus pe fougaser a vez klevet e vouezh alies. Da belec'h ez a ar cholori eus du-mañ ?

Exemples historiques : 
23
Masquer la liste des exemples

cholori

1659
Référence : LDJM.1 pg ebat, ieu

cholorioù

1732
Référence : GReg pg charivari (bruit confus fait en débauche, ou dans les querelles domestiques)

cholori

1732
Référence : GReg pg charivari (bruit confus fait en débauche, ou dans les querelles domestiques)

petra eo ar cholori a glevan en ti-se ?

1850
Référence : GON.II pg cholori, jolori

cholori

1850
Référence : GON.II pg cholori, jolori

cholori

1850
Référence : GON.II pg jolori

Setu aze, paotred, it 'ta da zimeziñ, / Evit klevet bemdez bourouel, cholori !

1867
Référence : MGK p75

N’oa ket gwall bell abaoe m’edont e koad Keryann ; amzer o doa bet hepken d’en em renkañ a-hed ar c’hleuz, ha da ober pep a riboulig da veg o fuzuilhoù, dre greiz ar c’harzh, evit gellout gwelet mat en hent-bras, pa glevjont o tont diouzh tu Konk ur chaok hag ur cholori ker skiltrus ha youc’herezh paotred ar Sabad, en nozvezh m’o doa kaset ganto ur c’hemener da goaniañ, en ur foennog distro, leun a lagennoù.

1877
Référence : EKG.I. p.200

War-dro div eur e klefjemp youc’herezh, cholori ha jabadao war-dro ar Vengleuz.

1878
Référence : EKG.II p.15

Neuze ho pije bet klevet kaerañ jolori ha jabadao a zo bet biskoazh klevet, en Breizh-Izel, entre Montroulez ha Lannuon.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 43-44, p.1028 (Gouere-Eost 1924)

Ha padal na dreist trouz ar jolori, kroz an tarzhioù-mor er c’haoliennoù hir, setu e sav ur vouezhig sklêr diwar kern uhelañ beg ar c’hastell.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 43-44, p.1028 (Gouere-Eost 1924)

An darn vuiañ a oa deut evit o flijadur, evit kanañ, dañsal, youc’hal, ober trouz ha jolori : jalivari !

1925
Référence : BILZ2 p.158

— An eured a vo lidet an dek a viz Meurzh. — An dek a viz Meurzh ?… Malarje ! eme Bilzig. Malarje !… Jolori ha jabadao a vo graet d’an daou bried nevez. Ret e vo ivez ober dezhi ur son. Holl dud ar barroz he diskiñ evit he c’hanañ dezhi, da zevezh he eured.

1925
Référence : BILZ2 p.155

kaser ar cholori

1931
Référence : VALL pg boute-en-train

cholori

1931
Référence : VALL pg brouhaha

Lom : — « Me a daolo evezh war an treuzoù, ha, bep ar mare, e rin cholori re bar da hini paotred ar Sabad. »

1944
Référence : ATST p.28

Dre ma ne oa ket amezeien, e oa brav ober jolori.

1944
Référence : EURW.1 p.147

Un eur hanter e padas ar cholori. Un eur hanter ; soñjit ! Peadra da lakaat ar voereb kozh da vervel en he gwele, kant gwech ha mil gwech.

1944
Référence : ATST p.65-66

Er-maez, koulskoude, kantadoù ar beufideg [sic « a veufideg »], ar pennglaouiged [sic « a bennglaouiged »], ar mouilc’hi-argant [sic « a vouilc’hi-argant »] hag ar filiped [sic « a filiped »] bliv, bodet holl el liorzh, al lec’h nemetañ gant gwez, a-hed levioù ha levioù tro-dro, a oa d’o heul kaniri ha cholori, ur vouzarenn dudius.

1949
Référence : SIZH p.39

Paotr yaouank e oa manet evel[-]just, rak pebezh cholori ma c'hoarvefe d'ar seurt pod-houarn [sic, "pothouarn"] kavout ivez e c'holo !

1954
Référence : VAZA p.20

Aes eo a-se kompren ar cholori a vez bep gwech ma vez tapet un antilopenn, ha mont a ra zoken an dud betek debriñ ar pezh a rafemp-ni kig brein anezhañ.

1985
Référence : DGBD p160

N'eus ket tu da vezañ diwezhat pa ouzer e chomo div zousennad lakepoted ma n'erruer ket e koulz d'ober war o zro, da gas reuz ha cholori e porzh ar skol, un digarez brav dezho da sachañ trubuilh war gein o enebour, ar c'helenner.

1992
Référence : EAZB p. 107

N'eo ket skourret mat ar pellgomzer ganin ma klevan cholori en trepas.

2015
Référence : EHPEA p392

Note d'étude

Ur ral eo ober gant ar stumm lies "cholorioù".

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux