Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
4
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
57
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. V.g. A. (db. lec'hiadur an dud, an traoù) 1. Delc'her da vezañ en ul lec'h bnk. Chom en ul lec'h bnk. Chom a ray ar c'harr dirak an ti. Chom gant ub. Chom war-lerc'h ub. : delc'her da gerzhet, da redek war e lerc'h. Chom war e wele. Chom dindan guzh. & Trl. Chom etre peder moger : chom er gêr. HS. menel. & Ent krenn Ne c'hallan ket chom, ne'm eus ket amzer. & Chom ouzh torgenn : chom astennet war an douar da-geñver un emgann. 2. [1867, 1877, 1985, 2015] BEZAÑ O CHOM, CHOM EN UL LEC'H BNK. : bezañ oc'h ober e annez en ul lec'h bnk. Pelec'h emaout o chom ? Mont, dont da chom d'un tu bnk. [1877] [H]ag en ur vervel, he deus roet he zi, ti he zad, d’an iliz evit lojañ ar veleien, hag eno emaint hiriv o chom. [1878] Pa varvas he fried, e teuas, gant he femp krouadur, da chom da Gastell. B. (db. an traoù a c'hoarvez, oberoù an dud) 1. [1472] Echuiñ goude ur prantad bnk. [1472] Graet eo tomm hep chom. HS. astalañ, ehanañ, paouez. 2. (db. al loened, ar merc'hed dougerez) Halañ, gwilioudiñ. 3. (kreñvaet gant un adv.) Chom a-sav : ehanañ (en ul lec'h bnk.), paouez gant un ober, gant ur mont en-dro. [1867] Ar prezeger eno, a-sav krenn a chomas. [1878] Chomit a-sav, soudarded. Me 'gav din e reomp fall o tennañ war ar marmouz-mañ [...]. [1944] [...] klevet ur wetur o ruilhal war an hent skornet hag o chom a-sav dirak dor an ostaleri. [1949] Pa chomas trumm a-sav, hag eñ gant e dorch en e zorn hag e skubellig-blu [sic] dindan e gazel [...]. [2015] Chom a ran a-sav dirazi ha goulenn bezañ degemeret gant an aotrou rener. & Chom pik, krenn : ehanañ krenn. CH. (db. stad an dud, an traoù) 1. (dirak un ak.) Termen a dalvez da c'heriañ e talc'h un den, un dra, meur a zen, meur a dra da vezañ en ul lec'h bnk. Chom a ra skolidi er porzh. Chom a ra boued er plad ? Chomet ez eus bara en e zilerc'h. Ne chom nemet dismantroù eus ar c'hastell. Chom a ra c'hoazh kant lur ganin. 2. CHOM DA : troienn a dalvez da c'heriañ emañ an dra-mañ-tra da vezañ graet. Chom a ra kalz a draoù da echuiñ c'hoazh. Petra a chom da baeañ ? An tour a chom da vegañ. 3. (dirak un ag., un ak., un av., un adv.) Termen a dalvez da c'heriañ e talc'h stad ub., udb. da vezañ heñvel. Chom abaf. Chom sioul, peoc'h : tevel, bezañ dilavar. Chom pell oc'h ober udb. Ar barañ-mañ a chom mat pell. Chom a ra ar wezenn-man difrouezh. Chom a reas ar c'homzoù peg ouzh e galon : tizhet e oa bet e galon ganto. Chom plac'h yaouank kozh. Chom da vaer, da vevel : delc'her da vezañ maer, mevel. Chom gant e c'hoant : na zont a-benn da gaout e c'hoant. Chom hep tamm : na gaout tra da zebriñ. & Trl. (db. al labour) Chom e darn, e-skourr : bezañ da echuiñ. & Trl. (db. an dud) Chom e-unan evel ul lakez pikez : e-unan penn. & Chom evel maen er c'hleuz : difiñv-krenn. & Chom war vetek gouzout, war-c'hed, o c'hortoz: gortoz ken ma vefe gouezet hiroc'h. C'H. (db. an dud, al loened ; dirak un av.) 1. CHOM DA : troienn a dalvez da c'heriañ e talc'h emzalc'h, stad un den, ul loen da vezañ heñvel. Chom da sellet ouzh un arvest. Chom da zilerc'hiañ : chom war-lerc'h an dud all a oa a-gevret gantañ. Chom da gousket. Chom da vervel en ul lec'h bnk. & Trl. Chom da baouez: n'ober netra. 2. CHOM HEP : n'ober (udb.). Chom hep komz. Gwelloc'h eo chom hep bezañ ganet / Eget chom hep bezañ desket. D. Trl. skeud. 1. Chom etre treid ar bed : chom e-unan, hep bezan skoazellet gant den. & Chom e toull ar c'hae : chom hep kaout udb. & Chom berr war udb., da ober udb., chom a-dreuz gant e hent : na zont a-benn d'ober an dra-se. 2. PEMDEZ Chom e fri war ar gloued : c'hwitañ war udb. Chom bouc'h, dilavar : na vezañ gouest da gomz evit respont d'ub. & Chom kazeg : na zont a-benn d'ober udb. & Chom da logota, da c'horiñ vioù : chom da straniñ. & Chom balc'h* e c'henoù. & Chom da gontan pet bran* a ya e-biou. & (db. ar mouezhiadegoù) Chom er-maez : na vezañ dilennet. II. V.k.e. 1. (db. an traoù) Delc'her. Chom an traoù-se ganit. 2. Lezel. Chom hemañ da dremen.

Exemples historiques : 
208
Masquer la liste des exemples

Gwraet eo tomm, hep chom, an gumun goude dilun ar suzhun wenn; bremañ ez c'hellet gwelet sklaer nag eo ket taer mab ar Sper[nenn]

1472
Référence : M. p13

chom

1499
Référence : LVBCA p47 (demeurer)

chomet

1499
Référence : LVBCA p47 (demeurez)

Amañ ez tezraou buhez an itron sanktez Katell[,] gwerc'hez ha merzherez[,] en Brezhoneg nevez-Imprimet, e Kuburien, evit Bernard de Leau, peheni a chom e Montrolez, war [ar] pont Bouret : en bloaz M.D.LXXVI. [1576]

1576
Référence : Cath p1

33. Lavaret a wraer penaos un relijiuz a Rouan a ye[a]s da menez Sinai hag a chomas e servij an itron sanktez Katell en spas a seizh vloaz.

1576
Référence : Cath p25

emaint e kontest piv a chomo

1659
Référence : LDJM.1 pg (on est en) contraste (qui demeurera)

chom

1659
Référence : LDJM.1 pg (s')arrester, atendre, cesser, demeurer, durer, tarder

chomet

1659
Référence : LDJM.1 pg chemel

chomet

1659
Référence : LDJM.1 pg chemel

chomet

1659
Référence : LDJM.1 pg demeurer

chom a-zispilh

1659
Référence : LDJM.1 pg (demeurer en) pendant

chom e ploue

1659
Référence : LDJM.1 pg (demeurer aux) champs

chomet

1732
Référence : GReg pg (s') arrêter, demeurer (habiter un lieu)

chomet

1732
Référence : GReg pg (s') arrêter

chom

1732
Référence : GReg pg (s') arrêter, demeurer (ne s'en aller pas)

Kollet eo e boell gantañ, hag ez eo chomet dilavar.

1732
Référence : GReg pg fil (Il a perdu le fil de son discours, & a demeuré court.)

chom en e wele

1732
Référence : GReg pg aliter

chom en ul lec'h

1732
Référence : GReg pg habiter (faire sa demeure en un lieu)

chomet en ul lec'h

1732
Référence : GReg pg habiter (faire sa demeure en un lieu, pp.)

chemel en ul lec'h bennak

1732
Référence : GReg pg habiter (faire sa demeure en un lieu)

chom er gwele

1732
Référence : GReg pg aliter

chom hep mont pelloc'h

1732
Référence : GReg pg (s') arrêter

chom war an traezh

1732
Référence : GReg pg (s')assabler (s'engraver)

chom war ar gwele

1732
Référence : GReg pg aliter

chom

1732
Référence : GReg Rakskrid, pg demeurer (habiter un lieu)

neb a chom an dra gantañ

1732
Référence : GReg pg adjudicateur

Chomit aze.

1732
Référence : GReg pg halte (Halte-là.)

chom ouzh an drez

1732
Référence : GReg bourder (demeurer court, parlant d'un Prédicateur qui perd ses idées)

deiz e renker chom hep labourat

1732
Référence : GReg pg chommable (jour qu'on doit garder)

chom hep labourat da serten deizioù

1732
Référence : GReg pg chommer (ne pas travailler à de certains jours)

chomet hep labourat da serten deizioù

1732
Référence : GReg pg chommer (ne pas travailler à de certains jours)

chom hep anzav

1732
Référence : GReg pg avouer (Ne pas avoüer, manquer d'avoüer.)

chom a-grenn

1732
Référence : GReg pg (s'arrêter tout) court

chom da vreinañ en e bec'hed

1732
Référence : GReg pg croupir (dans son peché)

chemel er c'hoajoù

1732
Référence : GReg pg habiter (Habiter les bois.)

neb a chom en ul lec'h

1732
Référence : GReg pg demeurant (ante)

chom

1732
Référence : GReg pg demeurer (habiter un lieu)

chomet

1732
Référence : GReg pg demeurer (habiter un lieu)

chomiñ

1732
Référence : GReg pg demeurer (habiter un lieu)

Me a chom e Kastell-Paol, hag eñ e Alre

1732
Référence : GReg pg (je) demeure (à S. Paul, & lui à Auray)

me chom e Kastell-Paol, hag eñ e chouk en Alre

1732
Référence : GReg pg (je) demeure (à S. Paul, & lui à Auray)

chomet eo hon goude-ni

1732
Référence : GReg pg (il a) demeuré (après nous)

Piv zo aze ? chomit aze.

1732
Référence : GReg pg (qui va-là ?) demeurez (-là)

ne deo ket peurc'hraet an dra-se, ne chomo ket evel-se

1732
Référence : GReg pg (cela n'est pas achevé, cela n'est pas à) demeurer

ne deus moaien ebet da chom amañ pelloc'h

1732
Référence : GReg pg (il n'y a pas moïen de) durer (ici plus longtems)

chom e-barzh er c'hoajoù

1732
Référence : GReg pg habiter (Habiter les bois.)

chomet

1732
Référence : GReg pg (s') arrêter, demeurer (habiter un lieu)

chemet en ul lec'h bennak

1732
Référence : GReg pg habiter (faire sa demeure en un lieu, pp.)

Etreze Kemper e chom.

1850
Référence : GON.II pg é-trézé ou é-trézeg ou étrézé (Il demeure du côté de Quimper).

War-hed daou zevezh-kerzhet ac'hann e chom.

1850
Référence : GON.II pg dévé-ker, kerzhed (Il demeure à deux journées d'ici).

Me a chom amañ daou vloaz zo.

1850
Référence : GON.II p.80

Ha c’hwi a ve laouen, ma welfec’h ho merour o vont kuit, hag ho touar o chom da leton ?

1850
Référence : GON.II p.92

Didra int chomet abaoe neuze.

1850
Référence : GON.II pg didrâ (Ils sont restés très-pauvres depuis ce temps-là).

Ne chomo ket digastiz e wall.

1850
Référence : GON.II pg digastiz (Son crime ne restera pas impuni).

Diguzul eo chomet, abaoe ma eo marv he fried.

1850
Référence : GON.II pg diguzul (Elle est restée sans conseil, depuis que son mari est mort).

En un ti dilastez e choman.

1850
Référence : GON.II pg dilastez (Je demeure dans une maison propre).

Dor-ouc'h-dor e chomont.

1850
Référence : GON.II pg dôr (Ils demeurent porte à porte).

N'eus ket chomet kalz a zrailhoù din.

1850
Référence : GON.II pg dral (Il ne m'est pas resté beaucoup de retailles).

Dibaot ma chom an drougoberioù digastiz.

1850
Référence : GON.II pg droug-ôber (Rarement les crimes restent impunis).

En ti all e chom.

1850
Référence : GON.II pg e, enn (Il demeure dans l'autre maison).

En ur vro goadek e chom.

1850
Référence : GON.II pg koadek (Il demeure dans un pays boisé).

En eskopti e chom niz an eskob.

1850
Référence : GON.II pg eskopti (Le neveu de l'évêque demeure à l'évêché).

chemel

1850
Référence : GON.II pg chémel, choum

chom

1850
Référence : GON.II pg chémel, choukein, choum, ménel, soum

chomañ

1850
Référence : GON.II pg choum

chomet

1850
Référence : GON.II pg choum

n'eus ket pell c'hoazh aba ma choman amañ

1850
Référence : GON.II pg choum

chomet eo war hon lerc'h

1850
Référence : GON.II pg choum

na chomo netra war e zilerc'h

1850
Référence : GON.II pg choum

chom

1850
Référence : GON.II pg choum

chom

1850
Référence : GON.II pg choum, soum

Bouzar eo chomet abaoe eo bet klañv.

1850
Référence : GON.II pg bouzar (Il est resté sourd depuis sa maladie).

Elimelek pried Noemi a varvas, hag hi a chomas gant he mibien.

1850
Référence : GON.II Buez Ruth p98

Aet e bro ar Voabited e chomjont eno.

1850
Référence : GON.II p.98

Chom a ra pell diouzhin.

1850
Référence : GON.II p.89, livre second, (Il demeure loin de moi).

Chomet eo broud ar wenanenn em dorn.

1850
Référence : GON.II pg broud (Le piquant de l'abeille m'est resté dans la main).

Chomet eo ble abaoe e gleñved.

1850
Référence : GON.II pg blé (Il est resté faible depuis sa maladie).

Chomomp amañ ken na vezo tremenet ar barr-glav.

1850
Référence : GON.II.HV pg bâr-glaô (Restons ici jusqu'à ce que l'ondée soit passée).

Ha ne vezin ket kannet gant ho tad, mar choman amañ ?

1850
Référence : GON.II p.86, livre second, « Votre père ne me battra-t-il pas, si je reste ici ? »

En argoad e chom.

1850
Référence : GON.II pg argoad (Il demeure en pleine terre).

E pe gêr e chomit-hu ?

1850
Référence : GON.II p.72

Chom a rejont eno dek vloaz.

1850
Référence : GON.II p.98 (Ils y vécurent dix ans [avec leurs femmes]).

Livirit din pelec'h e chom ho paraerez.

1850
Référence : GON.II pg baraérez (Dites-moi où demeure votre boulangère).

War vevenn Bro-C'hall e chom.

1850
Référence : GON.II pg béven (Il demeure sur la frontière de la France).

Chom a reont en kêr.

1850
Référence : GON.II p.91, livre second, « Ils demeurent en ville ».

Chom a ra e Brest.

1850
Référence : GON.II p.90, livre second, « Il demeure à Brest ».

Pegement bennak ma chom pell ac'hann, ez in d'e di.

1850
Référence : GON.II p.94, livre second, « Encore qu’il demeure loin d’ici, j’irai chez lui ».

Boureviet eo bet e-keit ma eo chomet etre o daouarn.

1850
Référence : GON.II pg bourrévia (Il a été tourmenté, torturé tout le temps qu'il est resté entre leurs mains).

Gwelet a reer war ar maez, e kêr, kalz krennbaotred, tud yaouank, o kuitaat skolioù ar c'hêrioù, kerkoulz hag [sic] skolioù ar vourc'hadennoù [sic], pere goude bezañ chomet pevar, pemp pe c'hwec'h vloaz er skol, ne gomprenont peuznetra eus ar pezh a lennont e galleg.

1865
Référence : MBF.to p. V.

An houad hag ar c'hi-mañ, hep chom pell da c'hedal, 'ya war o fenn er stêr, hag a neuñv en tu all…

1867
Référence : MGK p3

Bremañ me a lavar d'ar pinvidig, d'ar paour : / Mard eo mat deoc'h hiriv ober ur pezh labour, / Stagit gantañ dioc'htu, ha pa vec'h hoc'h-unan, / Bemdez kalonek oc'h [ouzh] ho poan, / Ganeoc'h ez ay buanoc'h da benn / Evit chom da sellet, o c'hortoz an estren.

1867
Référence : MGK p54

Ouzh bugale aze e chomit da sellet, pa dlefec'h labourat, miret na vec'h kollet; rak mont da goll a rit ha kollet e vezoc'h, stourm ouzh kement zo fall pa ne fell ket deoc'h

1867
Référence : MGK p3

Ur c'hleñved didruez hag a skign dre'r bed-holl Ar spont hag ar marv, pa deu d'en em ziroll, Kleñved aes da bakañ, taolet eus an neñvoù, Da skarzhañ pizh an douar eus e holl dorfejoù, Ar vosenn hec'h anv, a stlape en ifern Loened a-vagadoù kaset ganti d'ar bern. Ne zianalanet holl, holl avat e oant skoet, Hep debriñ nag evañ e choment evel mantret, Al leon koulz hag ar bleiz, e-kichenik an oan, Al louarn tost d'ar yar hep ober mik na mann. An durzhunell zoken, kollet he c'harantez, Ne ziskoueze d'he far nep laouenidigezh.

1867
Référence : MGK p24

Pa guitaas ar re-mañ bro an Azia, evit dont da chom en Europa, i a zegasas d'ho heul Marvailhoù an tad-kozh hag ar vamm-gozh a gavent brav a-vihanik.

1867
Référence : MGK Rakskrid V

Evidon, emezi, me ouezo mont a-bell, Pe en ur c'horn bennak, chom hep tailh da vervel, Ha ne welit-hu ket an dorn-se 'deu, a ya ?

1867
Référence : MGK p13

Ar pintig kaezh, laouen bepred, a gan hep goulenn tra ebet ; hag o klevet ker brav dudi, an holl a rae e veuleudi o lavaret "Ur c'haner eo" ! Gant meuleudioù ne chomer bev. Alies siwazh.

1867
Référence : MGK p22

Ar prezeger eno, a-sav krenn a chomas

1867
Référence : MGK p3

Goude m'o doe al loened, an eil egile tamallet, tad-iou o c'hasas en o zro, e-c'hiz ma oant, laouen d'o bro, gant pep a visac'h war o skoaz, a zo, bete vremañ, abaoe chomet c'hoazh.

1867
Référence : MGK p12

Petra zo da ober ? Nemeur a dra : pa deuio tud, ganto bizhier, ha re baour o vale, grognal, harzhal, kregiñ; chom en noz war vale; ober ho fistoulig d'ho mestr, da dud ho ti, setu eno ho kefridi.

1867
Référence : MGK p8

Kaer en doe an den-se krial a-bouez e benn, an dud hep ober van, aet o skiant da donenn, 'selle a-gleiz, a-zehoù : nouspet hini 'welas o chom sonn o fennoù, 'vel peulioù ur c'harr bras en-dro da vugale 'oa eno o c'hoari.

1867
Référence : MGK p3

Rikoù oa mab ul labourer-douar hag en doa c'hoant ober ur beleg anezhañ; ne gasas ket avat c'hoant e dad da benn, hag o vezañ er skol e zeskadurezh a chomas fraost.

1867
Référence : MGK Rakskrid VI

Daoust ha n'en deus ket ar mojenner sentet ouzhoc'h, pa oac'h o lavaret petra a ranke Breizhiz da gasaat ha petra da garout ! Daoust ha na zesk da bep Breizhad eo ret trec'hiñ a-raok an droug, heuliañ ar mad, bezañ, pa'z eo dleet, digabestr ha dishual; chom e peoc'h en e di balan

1867
Référence : MGK Rakskrid XII

Dre ma taole evezh ouzh ar re ziskiantañ, 'welas, en o zouez, an dud er penn-kentañ. Abeg en doa, m'en tou ! Rak holl, gwitibunan, chomomp bras ha bihan, heñvel ouzh kaouenned, en noz a wel gwellañ, da sellet a-vichez, ha da zispourbellañ ouzh fazioù hon nesañ, ouzh techoù ar re all. Ne welomp ket hor re ; en hor c'heñver omp dall, dall-poch evel gozed ; rak siwazh ! Mar karfemp, hep turiañ don hor park, grizioù fall a gavfemp

1867
Référence : MGK p12

Den nad ae war-dro an iliz, nemet a-wechoù unan bennak da c’hoarzhin pa wele Loull ar Bouc’h, mezv-mik-dall, bec’h dezhañ o chom en e sav, oc’h ober an neuz da esa lavaret an oferenn.

1877
Référence : EKG.I. p.87

Ar Vretoned a chomas mantret. A-enep beg lemm ur vaionetez, petra e oa o fenn-bazh, petra e oa zoken o fuzuilhoù ?

1877
Référence : EKG.I. p.271

Nann, den n’en em savas ; pep hini a chomas sioul ha didrouz en e di.

1877
Référence : EKG.I. p.233

Din-me eo mall mont kuit, rak bremaik e chomo va bag er sec’h.

1877
Référence : EKG.I. p.221

E vugale a rank bezañ holl marvet dizemez. E verc’h koshañ, Frañseza Feburier, he deus tremenet he buhez oc’h ober vad da beorien Lesneven, hag en ur vervel, he deus roet he zi, ti he zad, d’an iliz evit lojañ ar veleien, hag eno emaint hiriv o chom.

1877
Référence : EKG.I. p.189

Mes e Montroulez [ez] eus bet tud a feiz, tud a galon a-hed ar wech. An holl en em savas a-enep an dispac’herien, hag iliz Itron-Varia-ar-Vur a chomas en he sav.

1877
Référence : EKG.I. p.156

Pa en em gavas Erwanig dirak an nor, e chomas krenn en e sav, ha ne lavare ger.

1877
Référence : EKG.I. p.148

Hag ar merk eus an tennoù-se a zo c’hoazh e treust ar gambr kreiz, ma n'eo ket bet, n’eus ket pell, nevezet an ti m’edo ar person "intru" o chom ennañ.

1877
Référence : EKG.I. p.120

Per ha me, evel daou zen diot, a chome mut da sellet an eil ouc’h egile.

1877
Référence : EKG.I. p.81

Tregont skoed a oa roet deomp gant an Aotrou Kerbalanek ; eizh skoed hon eus dispignet, chom a ra ganeomp daou skoed warn-ugent ; ar pezh a ra pep a unnek skoed da bep hini ac’hanomp.

1877
Référence : EKG.I. p.78

Eus a gement manac’h a yoa e kouent Sant-A[l]bin, n’eus chomet nemedon-me e buhez.

1877
Référence : EKG.I. p.59

Mat, va soñj eo distreiñ d’am c’houent ; re hir on chomet da zibriñ eus ho para.

1877
Référence : EKG.I. p.50

Ar manac’h e-unan a chomas souezhet, o welet an dud-se o sellet outañ gant un aer spontet.

1877
Référence : EKG.I. p.44

Pa weljont ar manac’h, gant e zilhad manac’h, o tigouezhout en ti e chomjont mantret, o loaiad yod en hanter an hent eus ar pod d’o ginou.

1877
Référence : EKG.I. p.44

An Aotrou David, eskob Sant-Brieg, en deus goulennet evitañ digant hon Tad Santel ar Pab Pi IX, hag bet en deus ivez, kroaz Sant-Gregor, abalamour m’eo bet chomet, e-pad e vuhez hir, e pep lec’h hag e pep giz, start-meurbet en e feiz hag en e relijion.

1877
Référence : EKG.I. p.28

Mar chomit e buhez e vezo c’hoazh war ho lerc’h, war an douar, bugale vat hag a galon, bugale a zoujañs Doue.

1877
Référence : EKG.I. p.21

— Setu me barnet d’ar marv. E galon a rannas, me 'gred, rak antronoz e rentas e ene d’e Grouer, goude bezañ chomet start en e feiz hag en e relijion.

1877
Référence : EKG.I. p.10

Ne oufec’h gouzout ar c’hañv a voe e Penn-an-Nec’h pa skoas ar marv e daol ? An amezeien zoken a gave truezus-bras gwelet un tiegezh evel hini Penn-an-Nec’h o chom etre daouarn tud ker yaouank.

1878
Référence : EKG.II p.171

Pa varvas he fried, e teuas, gant he femp krouadur, da chom da Gastell.

1878
Référence : EKG.II p.216

Ya, jeneral, emezañ, gwelit pegement a boan hor beus-ni bet ; daou ac’hanomp a zo chomet marv en hent ; ha, panevet kalon dispar va soudarded, e vijemp bet lazhet-holl.

1878
Référence : EKG.II p.213-214

Pa deuas war an oad e tilezas e garg hag e teuas da chom da enezenn Sieg.

1878
Référence : EKG.II p.192

Hag e tennas e huanad diwezhañ. Mari Kreac’h a chomas ivez ‘ta intañvez gant he femp krouadur.

1878
Référence : EKG.II p.177

Skuizh e oamp, n'eo ket souezh : kousket c’hwek a rejomp holl betek antronoz vintin ; nemet unan ac’hanomp, pep hini d’e dro, a yoa chomet dihun evit ober ar ged.

1878
Référence : EKG.II p.11

Va c’here a gave gwelloc’h chom didalvez eget labourat ; gwelloc’h e kave daremprediñ an tavarnioù eget iliz an Aotrou Doue ; muioc’h a blijadur a gave o lavaret hag o kanañ traoù hudur gant kozh kanfarted, eget o klevet meuleudioù an Aotrou Doue ha prezegennoù e berson.

1878
Référence : EKG.II p.148

Chomit a-sav, soudarded. Me 'gav din e reomp fall o tennañ war ar marmouz-mañ, rak an tennoù a vezo klevet, hag ar veleien a gemero an tec’h.

1878
Référence : EKG.II p.159-160

Kaer en neus chom e-tal an nor / Gant e zivskouarnigo[ù] digor, / An nor zo kloz ; d’ar bugelig / Jezuz, siwazh ! ne lavar grik.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 30 janvier 1898, p.1

Chomet ec'h on batet war ar pezh a welan 'n ez park.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

Gant a ri, ne chom ket da c'hoari !

1909
Référence : BROU p. 242 (surtout ne reste pas jouer)

chom

1909
Référence : BROU p. 388 (demeurer)

Ple 'maout o chom ?

1909
Référence : BROU p. 407 (le c'h disparait souvent dans la prononciation)

Arabat eo dezho, en kement stad a vuhez ankounac'haat ez int Barzhed ha chom hep bezañ e sell, en pep tra, eus mad ar vro.

1909
Référence : REZI p.19

chom dres

1909
Référence : BROU p. 231 (reste en paix)

O tarc’haouiñ e zaou zorn en un taol e skoas ar roue kozh en o c’hilpenn Mandonios ha Tautamos hag o stlapas war ruilh an eil a-zehou, egile a-gleiz gant kement a nerzh ma voe damfreget ganto moger al logell ha ma chomjont astennet war an douar badaouet-holl.

1923
Référence : SKET p.103-104

Hastit afo, paotred. Pelec’h ez oc’h-hu chomet ? Ar re all a zo aze ; an aotrou person evelato a zo oc’h ho kortoz. Evelato ! evelato !

1924
Référence : BILZ1 Niv. 43-44, p.1021 (Gouere-Eost 1924)

Intañvez abred a oa chomet Marc’harid gant daou vab.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 37, p.810 (Miz Genver 1924)

Ma ! abaoe eo bet ar paotr anvet gant an holl Bilzig, e lesanv a deuas da vezañ e anv, ha nebeut a dud ar bourk a vije bet kat da reiñ dezhañ e wir anv : Bilzig a oa, Bilzig a chomo.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 37, p.811 (Genver 1924), "a deuas da vea", reizhet e Niv. 38, "ERRATA" p.846).

Neuze e veze skubet an ti, gwalc’het an dilhad, puret an annez, dreset ar brageier, al loereier, an hivizoù, ar rochedoù, neuze e veze gwalc’het o divjod, o daouarn, kribet o blev d’ar vugale ; hag evel-se an ti hag ar vugale a veze kempennet pa chome ar vamm er gêr.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 38, p.841-842 (Miz C'hwevrer 1924)

Hag eñ en hent, da glask ar bleiz. O chom a oa d’ar c’houlz-se, Jañ Glaudadig ha nann ar bleiz, e-kichen ti Izabel.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 41, p.945 (Mae 1924)

N’eo ket bet chomet ar Manac’h da glask mannoù war an hent : skañv e droad, flaer en e vragoù, en ur redadenn ec’h erruas er gêr.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 41, p.948 (Mae 1924)

Eno ar paourkaezh gober a chomas start : evel ur yenn eo en em siket entre div beg [sic, "daou veg"] garreg. Eno e chomo.

1925
Référence : BILZ2 p.173

Izabel a chomas sebezet : ne oa ket evit komz.

1925
Référence : BILZ2 p.176

Hag Izabel, pa deuas er-maez eus he ziig evit mont da chom da di ar c’habiten, a sellas outañ gant trugarez.

1925
Référence : BILZ2 p.177

O mamm ivez a dlee chom [ouzh] o gortoz er « Pevar hent bras ».

1925
Référence : BILZ2 p.128

- A ! Mard eo evel-se eo emañ an traoù, Yann ! Me ne gredan ket e ve gwir pater kement tra a leverer din ; trawalc'h em eus da ober o krediñ ar pezh a welan ! - Na me, kennebeut all, keneil, ne gredan ket holl an traoù [sic], pell ac'hano ! Evelato, un tammig bihan e kredan hag e tiskredan war an traoù a leverer din. E-doug ar wech on bet evel-se hag, hep mar, e chomin er c'hiz-se betek va eur diwezhañ !

1929
Référence : SVBV p10

Hep mar ar veajourien-mañ o deus aon da chom hep kavout, e korn pe gorn, frankiz da azezañ, rak gwall zispourbellañ a reont o daoulagad.

1929
Référence : SVBV p8

chom hep mont

1931
Référence : VALL pg abstenir

chom a-bann ouzh

1931
Référence : VALL pg arrêter (chien, chat en arrêt sur)

chom pell da nec'hiñ

1931
Référence : VALL pg (rester longtemps dans l')attente (avant d'agir)

chom berr

1931
Référence : VALL pg bourder (rester court)

chom dilavar

1931
Référence : VALL pg bourder (rester court)

chom bamet

1931
Référence : VALL pg admirer

chom a-sav

1931
Référence : VALL pg (s')arrêter (cesser, rester en place)

Da Lom e voe lavaret gant e c’hoarezed e oa gwelloc’h dezhañ chom war yun betek kreisteiz.

1944
Référence : ATST p.27

Chom hep debriñ, mat ! Mes chom hep evañ a oa un afer all.

1944
Référence : ATST p.27

Ar voereb. — « Kendalc’hit ! » Job. — « Gant an istor ? » Ar voereb. — « Istor an teñzor. » Job ha Lom a chomas berr. Ne ouient ket hiroc’h eus istor an teñzor. Klask a rejont un dra bennak da lavarout : emichañs e teuio ar voereb da gousket.

1944
Référence : ATST p.47

Perak e oa chomet ar c’hazh en ti, pa ne oa ennañ liv zoken eus an disterañ boued ?

1944
Référence : ATST p.63

Ne oa ket gwall domm an amzer ; Job, avat, e tivere ur c’hwezenn gaer ouzh e dal, hag ar c’housked a chome e korn e lagad.

1944
Référence : ATST p.69

Job ha Lom a chomas alvaonet. Soñjal a raent : Evel ar re all ? Marteze parrez Lotei a-bezh he doa kemeret hent Karreg-al-Louarn !

1944
Référence : ATST p.78

« Ne veze ket roet boued dezhañ da zebriñ, hag ur sac’h goullo ne chom ket en e sav. »

1944
Référence : ATST p.86

— « Bag an treizh ? » — « Ya. » — « Hag an dud o do c’hoant da dreizhañ ? » — « Heu !… heu !… » — « …A chomo gant o c’hoant, Job ? »

1944
Référence : ATST p.101

« Prestañ va bag pe chom hep ober a zo ingal din. »

1944
Référence : ATST p.103

Kement-se holl a gase kuit an nec'hamant mes pa oa tremenet ar porrastell ha ni deut e-barzh porzh ar golaj, a oa leun a weturioù evel hon hini, a vammoù gant bep seurt koefoù, a baotred a bep seurt mentoù, neuze un hirvoud a savas d'am fenn, ha me da lavarout d'am mamm : — « Me ne chomin ket amañ... Deomp d'ar gêr war hor c'hiz ».

1944
Référence : EURW.1 p30

Diskaret ar galoch, ar gwenneien, -pe ar boutonoù-, a chome 'n he c'hichen hep stlabezañ, a veze d'an hini en doa he diskaret gant unan eus e dri bez.

1944
Référence : EURW.1 p23

Er baradozig-se d'an ampoent ma oan-me distro d'ar gêr, e oamp pevar o chom : an ozhac'h, ma zad oadet a 65 vloaz, noter eno abaoe tost da dregont vloaz ; an itron, ma mamm, na zilezas gwech ebet he dilhad giz Treger, gant he c'hoef gwenn, a veze graet « kallegenn » anezhañ, he chal pe mouchouer du, he zavañjer dantelezet ; ur vatezh yaouank anvet Marianna Touboulig ; ha me, ar mab pennhêr, a oa ma zad o fiziout warnon da gemerout e garg noter, p'am bije graet tri bloaz deskoni gantañ.

1944
Référence : EURW.1 p6

— « Ma, eme ar Mestr Skol, mar ne ziskuilh ket an hini en deus skoachet ar sembolenn, e chomot-holl e pinijenn betek koan ».

1944
Référence : EURW.1 p21

Evel-se emañ an Amerikaned holl : p’en en dommont ouzh tra pe dra, ne chomont ket da blediñ gant soñj ar sellerien.

1944
Référence : EURW.1 p.190

« Petra ober ? Mont pe chom hep mont ? » a soñje ar marichal kaezh.

1944
Référence : ATST p.117

A-boan m'hor boa karget hor c'horf ha prest da vont da gousket asambles en ur gwele-kloz a oa bet aozet gant an ostizez vat, e voe klevet ur wetur o ruilhal war an hent skornet hag o chom a-sav dirak dor an ostaleri.

1944
Référence : EURW.1 p38

Hepdale, ar paotrig-se a ziskouezje dezho e nerzh, evit dougen ar sac’h ar pounnerañ, hep chom war-lerc’h, na skuizhañ nepred, e ampartiz war an embregerezh-korf, war ar rederezh, war gement c’hoari eskuit, en ur ger, ur gwir soudard, a voe anvet kaporal a-raok diwezh e vloavezh kentañ servij, ha serjant goude.

1944
Référence : EURW.1 p.194

Prestik goude e servij, e voent dimezet, hag ez ejont da chom da Bariz.

1944
Référence : EURW.1 p.197

An dud a chome batet dirak ar « velosipedoù » nevez.

1944
Référence : EURW.1 p72

Mat eo studiañ ar perag hag an abalamour eus an traoù ; klask e goueled ar goustiañs lezennoù kuzhet ar vuhezegezh ; furchal deraouidigezh ha finvezhioù an den ; keñveriañ engehentadur al loened ouzh hini an dud ; esaeañ divinout petra eo an Ene, mes ma'z eer re bell war hent an Dianav, mar c'hoantaer dizoleiñ ar pezh a rank chom kevrin, neuze emeur war-var dihentañ.

1944
Référence : EURW.1 p63

Me 'zo ahont o chom e Maner-ar-Glesker, me lavaro d'am gwreg aozañ deoc'h pep a vannac'h soubenn ha pep a wele, ha warc'hoazh ec'h eot kuit adarre ».

1944
Référence : EURW.1 p36

Nec’het a-walc’h e choman va-unan.

1944
Référence : ATST p.8

Hogen, pesk ebet ne dostae ; ’m eus aon n’o doa ket naon ar sulvezh-se, sulvezh diwezhañ a viz gwengolo, ha Lukaz, pesketaer dispar, ne gare ket koll e amzer en un takad goullo, na chom da stourm ouzh ar pesked, pa oant mouzet ["mouzhet"] betek an hini diwezhañ.

1944
Référence : ATST p.12

Lukaz a selle outo, ha souezhet e chome, pa zeue soñj dezhañ eus doare digristen an daou zen yaouank da zegemer ar c’heloù eus marv o eontr, ha ne voe ket bet evit en em virout da lavarout d’e wreg un dra hag a oa anavezet eus Karreg an Tan betek Menez-Hom : — « Ar re-se a zo daou istrogell. »

1944
Référence : ATST p.16

Job ha Lom a oa kendirvi kompez evit o brasañ maleur, rak dre ma oant kerent eo e teujont d’en em zaremprediñ ; evit o brasañ maleur ivez e oant o chom o-daou e kêr Lanurgad, rak, panevet se, marteze, an amzer he dije lakaet fin d’o darempredoù.

1944
Référence : ATST p.25-26

Simudet e chome ar paotr. Ur vag kollet ganti he stur.

1949
Référence : SIZH p.58

- Ha ni ? - Ni ? Chom a reas Sezni Abgrall digor e c'henou gantañ - Ya ! ni !...

1949
Référence : SIZH p.54

Ar breur Arturo, nac'het gantañ azezañ, a chome ouzh e sav, gant e skubellenn hag e zorch, dirak Palmira daoulinet war darenn-derez chapelig ar Rozera.

1949
Référence : SIZH p.49

Sellout a reas kurius, ouzh paotr e sae wenn, a chome en e sav dirazi, ha lavarout a reas, a-benn ur reuziad : - Penaos oc'h deut a-geid-all da ren ho puhez en ur gouent kastilhat ? Ne vourrec'h ket en ho pro ?

1949
Référence : SIZH p.45

E-lec'h chom da bleustriñ war e gentel, ur « Vuhez ar Sent », gant Bollandistiz [sic], er sal-studi, e oa pignet da aveliñ e benn en amc'houlou balzamek gwez tourmantin an dorgenn.

1949
Référence : SIZH p.47

Ha chom a rae ar breur Arturo da alvaoniñ ouzh richanig an dour.

1949
Référence : SIZH p.45

- Emaoc'h o vont da welout ho tousig, breur Arturo ? - Gant ar vezh, breur Alano ! N'hoc'h eus ket mezh o komz evel-se ? - Bez' ez oc'h ur vrav a stipadenn atav ! a deñsas ar c'hwitouz. - C'hwi, chomit gant ho kramenn, mar plij ganeoc'h !

1949
Référence : SIZH p.44

Pa chomas trumm a-sav, hag eñ gant e dorch en e zorn hag e skubellig-blu [sic] dindan e gazel, ha treiñ dre greiz-tre div renkennad skebell, war-du an tu dehou.

1949
Référence : SIZH p. 37

Morse, betek neuze, n'en doa eveshaet e oa ar manati ken teñval, ken diamzeret, dindan e boultrenn. O chom edo, e gwirionez, en un tour, klozet diouzh an diavaez - diouzh ar bed -, gant mogerioù kozh, uhel, fetis, ha strizh-kenañ digoroù e brenistri houarn-barrennet [sic, "houarnvarrennet"].

1949
Référence : SIZH p.46

Hag ober a ra evel m'en deus mennet, hep chom etre daou venoz.

1949
Référence : SIZH p.59

Chom a reas krenn war e gaoz. Tro en doa amañ da silañ ar goulenn d'e c'hoant gouzout.

1949
Référence : SIZH p.57

War-lerc'h e lennaden e chom da brederiañ hag e laosk, bep ur mare, huanadennoù hir.

1960
Référence : PETO p27

Daoust d'an doare kriz ha garv / Ma vez drastet he fastored / Er prizon, porched ar marv / Hag, er jahin, eno loret, / O c'hedal petra emaon c'hoazh / Da zianzav dirak an holl / Al le a rankin nac'h arc'hoazh / Ma vennan chom hep mont da goll ?

1960
Référence : PETO p34

Ma c'halon trubuilhet ha ma spered sammet / Ez on chomet mantret ha leun a zouetañs.

1960
Référence : PETO p14

Pa varv unan bennak, kar ha par, diaezet, / Gant an diouer arc'hant, a lâr ez int paour-razh / Hag e chom ar person hep ar gopr disterañ / 'Vit pedennoù ar c'hañv, salmoù ha Libera.

1960
Référence : PETO p32

Gant ho sikour e vo aesoc'h deomp chom hep en em goll e geunioù ar brizhkelaouiñ.

1980
Référence : BREM Niv. 1, p. 2

An den-se a oa an aotrou Victor Hourcq, un douarour hag a oa o chom en Naoned, pa ne veze ket o redek bro.

1985
Référence : DGBD p5

Ha ma pare dirazon goanagoù ur vuhez nevez, e chome em spered paotr yaouank skeudenn va bro, dindan an heol d'an deroù hañv.

1985
Référence : DGBD p9

Sebezet e oan bet met ne oa ket kalz amzer ganin da chom da vagañ sebez.

1992
Référence : EAZB p. 107

Sevel ur vouezhiadeg keodedel pe un dilennadeg nevez, met war an dachenn bublik hag hep sikour an dud e karg -evit lakaat an estrañjourien da votiñ da skouer peogwir n'o deus ket gwir d'en ober-; boikotiñ an dilennadegoù, chom hep kemer perzh, votiñ -ha displegañ ar rag hag ar perag d'an holl dre ar mediaoù !-.

2015
Référence : DISENT p57

Gouzout a raimp gant ar c'helanskejañ met o vezañ ma ne'm eus kavet gloaz ebet gant ur boled na troc'h ebet en o gwazhied, ne chom nemet ar c'hontamm.

2015
Référence : EHPEA p12

Ne c'haller soñjal ken e-barzh hon obererezhioù hep teurel evezh ouzh ar skeudenn a chomo dioute war o lerc'h, nag er gemenadenn a felle dimp skignañ gant an taolioù-se.

2015
Référence : DISENT p81

Ar wech-mañ e fell deoc'h chom e-barzh ur wezenn a zo da vezañ diskaret gant ur penngaser bennaket.

2015
Référence : DISENT p97

Chom a ran a-sav dirazi ha goulenn bezañ degemeret gant an aotrou rener. "Un emgav hoc'h eus?" a c'houlenn ouzhin, yen.

2015
Référence : EHPEA p40

Divadeziñ ur straed, ur savadur, panelloù-heñchañ; adplantañ ha hadañ e-lec'h ma rank tremen un hent-tizh; adsevel traoù war douaroù a rank bezañ dilezet abalamour d'ur raktres euzhus; vomit in -mont da sellet ouzh emvod ur c'huzul departamant da skouer, hag en em lakaat da zislonkañ pa vez divizet un dra euzhus-; nac'h degemer un enor -ur priz pe ur vedalenn-; skuilhañ teilh [teil] pe follennoù bruderezh; chom war yun a-wel d'an holl.

2015
Référence : DISENT p57-58

Ma soñj kentañ, ez eo deuet Katerina, a ziskouez bezañ gaou rak en em gavout a ran dirak an itron Likomitrou, a zo o chom er solieradur dindan.

2015
Référence : EHPEA p26

Chomet omp holl dilavar o sellout ouzh korf Demertzís.

2016
Référence : BARDF p. 60

Chom sioul 'ta ! a respontan. Ne ra ket gaou dit el lec'h m'emañ.

2023
Référence : AVWAH p. 30

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux