1. Emsaviad roueelour eus Breizh ha kornôg Bro-C'hall e-pad an Dispac'h gall.
Ur vandenn chouaned a gemeras Sant-Brieg.
2. Dre ast.
Den a gemer perzh en ur chouanerezh.
Ur brezel chouaned.
3. Diw. c'hoap
Den dezhañ ur feiz katolik start.
Bandennoù chouaned kaset dre ar fri gant ar veleien. Un tammig hugunod e oa ma den ha kouezhet e oa war un neizhad chouanezed.
4. Pemdez, dre zismeg
Kilstourmer.
Chouan kozh !
5. Rannyezh., dismeg.
Den disuj, a ra diouzh e benn e-unan, a chom diouzh e du hep klask darempred gant ar re all ha ne ra forzh eus ar pezh a soñjont.
Ac’hanta, marv out, eme ar chouant, en ur gregiñ gant e zorn kleiz en e choug, hag en u[n] dennañ e gleze gant e zorn dehou.
Ac’hanta, maro oud, eme ar chouant, en eur gregi gand he zourn kleiz enn he chouk, hag en eur denna he gleze gand he zourn deou.
1877
Référence :
EKG.I.
p.112
Skuizhañ a reas gantañ, a-barzh ar fin, ar gatoliked vat hag ar chouanted.
Skuiza a reaz ganthan, abarz ar fin, ar gatoliked vad hag ar chouanted.
1877
Référence :
EKG.I.
p.102
Ha mard oa chouanted el leandi ?... Oh ! neuze [e] oa graet ganto, rak ar chouanted a yoa paotred hag a en em ganne da vat...
Ha mar doa chouanted el leandi ?.... Oh ! neuze oa great gant-ho, rak ar chouanted a ioa paotred hag a en em ganne da vad...
1877
Référence :
EKG.I.
p.37
Kerkent e voe serret e veg da bep hini, rak aon a deuas dezho na vije holl chouanted ar vro kuzhet er c’hogn-se : ur chouant a rae aon da gant republikan, rak ar chouanted o doa kalon, pa’z eo gwir ec’h en em gannent evit Doue, ha n’o doa ket a spont rak ar marv.
Kerkent e oue serret he veg da bep hini, rag aoun a deuaz d’ezho na viche oll chouanted ar vro kuzet er c’hougn-ze : eur chouant a rea aoun da gant republikan, rag ar chouanted o doa kaloun, pa’z eo guir ec’h en em gannent evit Doue, ha n’o doa ket a spount rag ar maro.
1877
Référence :
EKG.I.
p.40
Kit atav, chouanted milliget, emezañ, o sellet ouc’h an toulloù graet gant ar bouledoù a ouzoc’h e treust e gambr ; kit atav, m'en talvezo deoc’h ha d’ho tud !
Kit atao, chouanted milliget, emezhan, o sellet ouc’h an toullou great gand ar boulejou a ouzoc’h e treust he gampr ; kit atao, me hen talvezo d’ehoc’h ha d’ho tud !
1877
Référence :
EKG.I.
p.143
Holl gazetennoù Pariz a vrudas an "Emsav Chouanted" a oa bet en Alre, hag ar mallozhioù stlapet war ar ministr Combes hag e vevelien.
Holl gazetennou Paris a vrudas an "Emsao Chouanted" a oa bet en Alre, hag ar malloziou stlapet war ar ministr Combes hag e vevelien.
1944
Référence :
EURW.1
p.207
Gab Winamant, ma zad-iou a en em engouestlas e bagad chouanted Herri de Saizy, hag a chomas pevar pe bemp bloaz gant ar fuzul war e chouk, da stourm evit « ar Feiz hag ar Vro ».
Gab Winamant, ma zad-you a en em engouestlas e bagad Chouanted Herri de Saizy, hag a chomas pevar pe bemp bloaz gant ar fuzul war e chouk, da stourm evit « ar Feiz hag ar Vro ».
1944
Référence :
EURW.1
p9
Evel-se en doa gourc'hemennet Gambetta, gant aon na zeuje d'an arme-se dont da vezañ unan Chouanted ha treiñ 'enep da Frañs e-lec'h difenn anezhi.
Evel-se en doa gourc'hemennet Gambetta, gant aon na zeuje d'an arme-se dont da veza unan Chouanted ha trei enep da Frañs e-lec'h difenn anezi.
1944
Référence :
EURW.1
p12
Kaout a rae din gwelout chouanted, evel m'emaint war ar skeudennoù hag e soñjen ennon ma-unan : — « O ma vije tu da ober d'ar re yaouank dougen c'hoazh dilhad broadel Breizh-Izel... O na me 'garje kaout ur wiskamant evel-se... »
Kaout a rae d'in gwelout Chouanted, evel m'emaint war ar skeudennou, hag e soñjen ennoun ma-unan : — « O ma vije tu da ober d'ar re yaouank dougen c'hoaz dilhad broadel Breiz Izel... O na me' garje kaout eur wiskamant evel-se... »
1944
Référence :
EURW.1
p75
Evit lakaat urzh vat en-dro, / Chouanted Breizh ' zo 'n em savet, / Ha brezel kriz ' reno er vro / A-raok ma vo ar peoc'h kavet.
Evit lakaat urz vat en-dro, / Chouanted Breiz ' zo 'n em savet, / Ha brezel kriz ' reno er vro / A-raok ma vo ar peoc'h kavet.
1960
Référence :
PETO
p59
Anezho 'm eus klevet anv : / Meneg ' rit eus ar Chouanted / ' Zo dirollet, par d'al lanv, / D'ober disuj o ziranted.
Anezo 'm eus klevet ano : / Meneg ' rit eus ar Chouanted / ' Zo dirollet, par d'al lano, / D'ober disuj o ziranted.
1960
Référence :
PETO
p58
Ar baotred-se a gerzhe da heul ur bagad chouanted, kaset da argadiñ poultrerezh Pont-ar-Veuzenn, e lec'h ma skrapjont un nebeud karradoù poultr a yeas ganto da vrezeliñ.
Ar baotred-se a gerze da heul eur bagad chouanted, kaset da argadi poultrerez Pont-ar-Veuzenn, e lec'h ma skrapjont eun nebeud karradou poultr a yeas ganto da vrezeli.