Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Définition :  Masquer la définition

1. Pezh dilhad da wiskañ korf-bras ar baotred prl., hag a ziskenn izel pe izeloc'h. Gwiskañ, diwiskañ e chupenn. Ur chupenn vezher. Ur chupenn stamm : graet gant gloan. Lost ar chupenn. Chupennoù du ganto, digor war o rochedoù gwenn. Ur c'hozh chupenn peñseliet. 2. Trl. skeud. Pikañ, broudañ, peñseliat chupenn ub. : droukkomz anezhañ. & Gwiskañ chupenn ub. : kemer e lec'h, en ur plas labour, h.a., prl. en un degouezh fall. & Treiñ e chupenn, cheñch tu d'e chupenn : dilezel ur soñj, evit kemer soñj ur gevrenn all a gaver emsavoc'h evit splet an-unan. & Bezañ bet tomm d'e chupenn : bezañ tremenet hebiou un dañjer. & Lavaret udb. d'e chupenn : lavaret udb. outañ e-unan. 3. Dre ast., pemdez Blevenn ul loen. Chupenn Bisig. HS. porpant.

Exemples historiques : 
11
Masquer la liste des exemples

ur chupenn

1659
Référence : LDJM.1 pg vne iaquette

chupenn

1850
Référence : GON.II pg chupen, jupen

chupenn

1850
Référence : GON.II pg chupen, jupen

chupenn-houarn

1850
Référence : GON.II.HV pg chupen (-houarn), lérek, saé (-houarn)

chupennoù-houarn

1850
Référence : GON.II.HV pg chupen (-houarn)

chupennoù

1850
Référence : GON.II pg jupen, chupen

Ha koulskoude, ar re-mañ a oa peizanted, da welout, ha re c'hros c'hoazh, gant togoù plat, chupennoù berr, bouteier didach ; mar bijent bet tud ar c'hêrioù, n'em bije ket kavet drol na ouijent ket a vrezhoneg mes ar re-mañ a oa reuzeudik a-walc'h, holl en teirvet pañsion, paouroc'h e oant, sur-mat, eget ar vrezhonegerien.

1944
Référence : EURW.1 p34-35

Job a lakaas e zorn e godell gleiz e chupenn hag a dennas diouti ur bilhed a hanter-kant lur.

1944
Référence : ATST p.103

Div daol a zo war al leurenn, un den ouzh pep hini : ar Maer o lenn hag ar Skrivagner ti-kêr o skrivañ. O daou e tougont gwiskamant ar vro : tog ledan, chupenn, bragoù bras ha bodreoù.

1960
Référence : PETO p11

Kavout a rae din em bije bet da dremen va amzer o c'hwiziñ, ha padal, pa zeu ar mare da vont da azezañ en ti-debriñ, ar "popote" evel ma vezer boas da lavarout du-se, e kavan gras kas ganin va chupenn da wiskañ gant aon da chom da grenañ gant ar riv.

1985
Référence : DGBD p33

Divrec'h ar reuzied a zo a bep tu d'e gorf bremañ ha Vlasopoulos, goude bezañ dibrennet e chupenn, a zo o furchal e c'hodelloù.

2015
Référence : EHPEA p37

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux