Evit gwir, n’oant ket Priñsezed ha ne risklent ket o buhez evit ur Roue hag ur Rouanez ; mes ker c’hwek eo o buhez da ziv blac’h paour a Vreizh-Izel evel ma’z eo da ur Briñsez eus a Bariz, ha ken talvoudus e tle ar galon hag ar garantez a ziskouezer e-keñver ul labourer diwar ar maez, evel e-keñver ur Roue bras war e dron.
Ker ruz eo da jenoflez/ Ha teodoù levrini,/ Jenoflez o delioù c'hwek,/ Jenoflez eus da liorzhoù,/ Frond ganto evel ma ouzez,/ Hag o c'houzout diouzh da frond.
Nemet, na petra 'ta ! Sik a ran dezhañ gwelloc'hikañ ma c'hellan. Ha n'eo ket divalav an dour yen... Neuze, gant al labour hag ur bedenn c'hwek bennak...
C'hwek eo ar garantez e-giz ar mel, ha taer e-giz an tan-flamm...
Ha me d’ar chapel, ha kolist ebet ne ganas c’hwekoc’h egedon an Tantum ergo, rak pare ’oan, war a greden, gant va zrubuilh.
Ar maezioù war-dro ’vat a zo kaer-kenañ, da vihanañ da viz Eost : koadeier divent gant an hevelep gwez hag e Sveden, bezv ha sapr, ma kouezh diouto a-vouilhadoù c’hwezh yac’hus ar rousin, hag a bep tu d’ar wenojennoù kammdroennek brousgwez diniver en o bleuñ, un drugar hepken pa bleg aezhenn glouar an hañv da wentañ o frond c’hwek.
Hogen, na pegen stag e oan ouzh netraigoù am boa gwelet ha klevet kant ha mil gwech hep ober fed outo ! c’hwezh ar melchon nevez droc’het [nevez-droc'het], ken c’hwek da serr-noz ; er pellder, harzh damvouget ur c’hi raouiet ; koabrennoù o loveal, ken skañv, ken mistr al lien anezho ha skeud ur gannerezig-dour o tremen a-rez ur wazh ; ar stered kentañ o taskrenañ gant ar riv marteze pe dre aon rak ec’honder an neñvoù ; ha du-hont, e tu all da ziv stêrig Landreger, ar c’hlaz en tour besk war dosenn Dredarzeg, ken tener em skouarn ar son anezhañ ma krede din e glevout c’hoazh o tintal, hag eñ tavet ur pennad ’oa.
Evel e ti ar C’hoñsul e klevjomp digant an Tad ur brezegennig c’hwek ha soñj am eus e lavaras d’am gwreg : « Va gwellañ gourc’hemennoù deoc’h, Itron, rak war a gredan bez’ eo ho pried ur Breizhad kalonek hag un den a vev e doujañs Doue ! »
Koll poan a raen gant tud troet da chom ken bouzar ha sourded forzh pegen c’hwek e vefe va frezegenn.
Eus an droiad-se e talc'han koulskoude un eñvoradenn eus ar c'hwekañ (bet danevellet ganin e Feiz ha Breiz miz meurzh 1940).
Pegen c'hwek d'ar staon ar bananez kentañ a brenis eno ! Pegen melen ha saourus o c'hig ! Pebezh c'hwezh-vat ha pebezh blaz !
Ar meuz a zo eus ar c'hwekañ hag a walc'hje ur galon digoroc'h eget ma hini.
Mots précédents
Mots suivants
c'hwekaat