Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Définition :  Masquer la définition

I. Amprevaned lammer, arvevat ouzh an dud hag ouzh loened zo, eus an urzhad Siphonaptera. C'hwen ar chas, ar c'hizhier. Tapout c'hwen. Bezañ broudet, flemmet gant ar c'hwen. Birviñ gant ar c'hwen : bezañ a-leizh a c'hwen ouzh e gorf. II. Trl. skeud. (db. an dud) Bezañ, klevet, santout, sevel c'hwen en e loeroù : bezañ lakaet diaes, nec'het ; kaout aon bras pe vrasoc'h. [1877] Evit komz er c’his-ze, a-raok mont kuit, ar c’horonal a ranke bezañ c’hwen en e leroù. & Nebeutaat ar c'hwen en e loeroù : dinec'hiñ, sioulaat. & Lakaat c'hwen e loeroù ub. : e lakaat diaes. & Klask c'hwen e loeroù ub. : klask tabut, trouz outañ. & Boueta, magañ ar c'hwen : kousket. Chom da vagañ ar c'hwen war e wele.

Exemples historiques : 
14
Masquer la liste des exemples

c'hwenenn

1499
Référence : LVBCA p47 (puce)

c'hwen

1659
Référence : LDJM.1 pg pulce, c'hoen

teurel ur re en e c'hwen

1659
Référence : LDJM.1 pg teurl (vre en e c'huê)

klask e c'hwen

1732
Référence : GReg pg (s') épusser (ou s'épucer)

Debret eo gant ar c'hwen.

1850
Référence : GON.II pg c'hoanen (il est mangé de puces).

c'hwenenn

1850
Référence : GON.II pg c'hoanen (puce, petit insecte. en Vannes, c'hoénen), c'hoénen (voyez "c'hoanen"), c'hoennuz

c'hwenenn

1850
Référence : GON.II pg c'hoanen (puce, petit insecte), c'hoénen, c'hoennek

c'hwen

1850
Référence : GON.II pg c'hoanen (puce, petit insecte. Pl. c'hoenn).

— Da vihanañ, Per, emeve, amañ ne dapimb ket a c’hwen. — Nann, mes moui, pe gelien-[m]orz, diwar ar c’hezeg, ne lavaran ket avat. — Ne pezo nemet skrabat un tamm hag e nijint kuit.

1877
Référence : EKG.I. p.72-73

Evit komz er c’his-ze, a-raok mont kuit, ar c’horonal a ranke bezañ c’hwen en e leroù.

1877
Référence : EKG.I. p.236

Ar Bertou a en em zestumas buanañ ma c’hellas, hag a yoa o vont kuit mezhek-meurbet, ha c’hwen en e leroù, va c’hrediñ a c’hellit, p’en em gavas er bourk Nonnig Deun.

1878
Référence : EKG.II p.322

Krog e oa e varv hag e vlev da louediñ, rak dougen a rae ar c’holier glas abaoe tri bloaz warn-ugent pe ouzhpenn, ha daoust da se e vane bepred martolod a eil renk, hep galoñs na « brevet », ur spered besk anezhañ, ganet moarvat ur sadorn d’an noz, hag evel ma lavarfe Paotr Juluen, Doue d’e bardono : Ne ouie na skrivañ na lenn, / Netra nemet diwall e reor diouzh ar c’hwenn [c'hwen].

1954
Référence : VAZA p.148

"Tarlaskañ" [zo] en em rimiañ en dilhad evel ma ra unan bennak c'hwen pe laou ennañ.

1960
Référence : PETO p87

Ar barez a ra toulloù er c'hroc'hen, e bizied an treid dreist-holl ; hag eno e teu da greskiñ kement gant ar vioù a vez en he c'hof ma vez ken tev hag ur bizenn (al loen e-unan a zo a-hend-all un hanter bihanoc'h eget ne deo c'hwenn hor bro).

1985
Référence : DGBD p198

L'Office public de la langue bretonne