GWECHALL
1. [1499, 1659, 1732] Kordennig voan ha hir paket an daou benn anezhi gant metal, a raed ganti evit klozañ ur pezh dilhad.
[1732] Akuilhetenn seiz. [1732] Houarnañ un akuilhetenn. [1732] Klaouenn akuilhetenn
2. Ent strizh
Kordennig a gloze toull a-raok bragoù ar baotred.
&
Trl. skeud. (db. ar merc'hed)
Redek an akuilhetenn : paotreta.
3. Trl. skeud. (er c'hredennoù pobl)
Skoulmañ an akuilhetenn : ober un dro sorserezh a-benn mirout ouzh priedoù a gaout bugale.
[1732] Diskoulmañ an akuilhetenn : lemel an taol-sorserezh-se.
4. Tamm kig hir ha moan.
&
Trl.
[1732] Troc'hañ an akuilhetenn gant ub. : en em gannañ e duvell.
[1732] Klezeier a zo mat evit troc'hañ an akuilhetenn. [1732] Neb a droc'h an akuilhetenn etrezo.
&
[1732] Gervel ub. da droc'hañ an akuilhetenn : difial ub. da zont d'en em gannañ e duvell.
[1732] Gervel e adversour evit donet da droc'hañ an akuilhetenn.
&
Sevel akuilhetenn diwar ub. : skeiñ garv gantañ.
HS. korreenn.