1. Pennad amzer aet hebiou etre ar mare ma tle udb. c'hoarvezout, ma tle ub. degouezhout, hag ar mare ma c'hoarvez an dra-se, ma tegouezh an den-se.
&
Trl.
Na vezañ pell an dale : dizale.
An holl er gouezas ne voe ket pell an dale. Graet eo ganti, ha ne vo ket pell an dale c'hoazh.
2. (db. an dud, ar benvegoù da vent an an amzer)
Trl.
Kaout, tapout dale, bezañ dale gant ub., udb. : bezañ diwezhat.
Pemp munut dale ho poa. An horolaj-mañ a dap pemp munut dale bemdez.
3. Tr. adv. (impl. gant an ar. hep)
Hep nemeur a zale, hep dale pell, hep pell dale, hep re a zale : a-benn nebeut.
Hep dale nemeur, hiziv pe warc'hoazh marteze, e vimp trec'h. Hep pell dale e savas etrezo o-daou. Ho pediñ a reomp da neveziñ ho koumanant hep re a zale.
[1898] En gwirione[z], hep dale pell, / [V]oe cheñchet-holl tad ar bugel.
[1925] Bilzig ac’h aio hep dale da redek e reuz, da heuilh e ouienn : ret e vo dezhañ mont da ober ur veaj hir evit diskiñ e vicher.
&
Hep dale, hep ket a zale, hep an disterañ dale, hep dale tamm, hep dale ken : diouzhtu.
Mont a reas kuit hep an disterañ dale. Distreiñ a rin hep dale.
[1877] Kaout a reas hep dale an Aotrou an Hir, beleg eus a Folgoad, an Aotrou Jakob, kure Lokmelar, hag an Aotrou Grall, person Lanhouarne.
[1954] Ha hep dale kerzhout a reas gant he zad war-du ar vourc'h.
&
Hep dale pelloc'h : diouzhtu.
Référence :
GON.II
pg dalé (J'irai vous voir sans tarder, sous peu).
Kaout a reas hep dale an Aotrou an Hir, beleg eus a Folgoad, an Aotrou Jakob, kure Lokmelar, hag an Aotrou Grall, person Lanhouarne.
Kaout a reaz eb dale an Aoutrou an Hir, belek euz a Folgoat, an Aoutrou Jacob, kure Loc-Melar, hag an Aoutrou Grall, persoun Lanhouarne.
1877
Référence :
EKG.I.
p.258
Paouez, ma mab, da gât anken. / Gret vo dit herve[z] da c’houlenn. / Dre nerzh ma gras, da dad karet / Hep dale pell a vo cheñchet.
Paouez, ma mab, da gat anken. / Gret vo d’id herve da c’houlen. / Dre nerz ma gras, da dad karet / Hep dale pell a vo chenchet.
1898
Référence :
KZVR
Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 30 janvier 1898, p.1
En gwirione[z], hep dale pell, / [V]oe cheñchet-holl tad ar bugel
En gwirione, hep dale pell, / Oe chenchet-holl tad ar bugel
1898
Référence :
KZVR
Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 30 janvier 1898, p.1
Bilzig ac’h aio hep dale da redek e reuz, da heuilh e ouienn : ret e vo dezhañ mont da ober ur veaj hir evit diskiñ e vicher.
Bilzig ac’h aio hep dale da redek e reuz, da heuilh e ouienn (1) : red e vo d’ean mont da ober eur veaj hir evit diski e vicher.
1925
Référence :
BILZ2
p.178
dale
1931
Référence :
VALL
pg arrêt (en voyage), atermoiement (retard, hésitation)
Ha hep dale kerzhout a reas gant he zad war-du ar vourc'h.
Ha hep dale kerzhout a reas gant he zad war du ar vourc'h.
1954
Référence :
VAZA
p.44, notenn 1
Ma digarezit ma'm eus dale oc'h erruout met kreiz-kêr a-bezh a zo stanket, evel a ouzoc'h.
2015
Référence :
EHPEA
p36
Gallout a ra an enebourien klask tabutal pe, er c'hontrol, gortoz ma vreinfe an traoù, peotramant c'hoazh laoskel ar justis d'ober he labour -goulenn d'un urcher ober stad an traoù, sevel klemm, reiñ deoc'h an urzh da vont kuit pe da baeañ un dell-gastiz a 2000 euro evit pep eurvezh dale...-.
2015
Référence :
DISENT
p78
Note d'étude
Ur fazi e seblant bezañ ar stumm dalez a gaver e Geriadur an Tad Maner.