Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
123
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

v.g. Dont e gorf da vezañ daoubleget, dastumet warnañ e-unan, gant an oad, ar c'hoarzh, ar boan, h.a. Daoudortañ da c'hoarzhin. Ne c'halle ket tremen a-wechoù hep daoudortañ gant ar fent. [1954] [...] e doare ma voe ret da Fallières piltrotat war e lerc’h, e-giz ur voullig laosket da ruilhal war ar pont, kement ha ken bihan ma ’z oa tenn warnomp gant ar fent, ha mil aon hor boa rak daoudortañ da c’hoarzhin dirak ar paourkaezh Tad kozh. [1955] Ar bez-koñsul ’vat a gamme e veg, feuket emichañs gant ar seurt doareoù ken dizereat ; met ar C’hoñsul gwirion[...] n’helle ket a-wechoù tremen hep daoudortañ gant ar fent.

Exemples historiques : 
2
Masquer la liste des exemples

Evel boaz, rankout a reas Frederig amwelout ar strollad ha gant e zivhar karv-raden ez eas ken prim hag ul luc’hedenn eus an eil regennad vartoloded d’eben, e doare ma voe ret da Fallières piltrotat war e lerc’h, e-giz ur voullig laosket da ruilhal war ar pont, kement ha ken bihan ma ’z oa tenn warnomp gant ar fent, ha mil aon hor boa rak daoudortañ da c’hoarzhin dirak ar paourkaezh Tad kozh.

1954
Référence : VAZA p.155-156

Ar bez-koñsul [beskoñsul] ’vat a gamme e veg, feuket emichañs gant ar seurt doareoù ken dizereat ; met ar C’hoñsul gwirion, ur gigenn vat a zen anezhañ hag ur Duk war ar marc’had - an Duk Chaulnes, mar plij ganeoc’h, rak n’eo ket gant un Aotrou Kuniot, Pitalugue pe Levy bennak hon devoa d’ober ! – n’helle ket a-wechoù tremen hep daoudortañ gant ar fent.

1955
Référence : VBRU p.54

L'Office public de la langue bretonne