(en ul lav. nac'h)
NA C'HOUZOUT DARE : na c'houzout tamm.
N'ouzon dare hag amzer a-walc'h am bo. N'en doa gouezet dare.
&
Trl.
Anez gouzout dare da ub. : hep gouzout dezhañ.
&
M'en dare : me a garfe gouzout.
M'en dare ha n'eo ket Youenn am eus gwelet. M'en dare hag-eñ e teuy.
Référence :
GReg
pg (je me suis) embourbé (là bas)
n'ouzon dare petra da ober evit dizuañ va sae
n'ouunn doaré pétrâ da ôber évid dizua va zaé
1850
Référence :
GON.II
pg dizua
Ar beleg "intru" a oa e Plouared, a oa e hanv Loull ar Bouc’h, da vihanañ lavaret a raed e oa hennezh e hanv mat, rak deuet e oa eus n’ouzon dare pelec’h, ha den er vro ne ouie hen anaout.
Ar beleg "intru" a ioa e Plouaret, a ioa he hano Loull ar Bouc’h, da viana lavaret a reat oa hennez he hano mad, rag deuet oa euz n’ounn dare peleac’h, ha den er vro ne c’houie hen anaout.
1877
Référence :
EKG.I.
p.87
Tremen a rae Perroz, hag ez ae dreist Beg ar C'hastell hag Ar Sklaerder war-zu Trebeurden, ha n’on [n’ouzon] dare da belec’h, en ur seniñ atav ur wech [a]n amzer hag o chom ur pennadig dirak pep kêriad tiez.
Tremen a rea Perros, hag ez ea dreist Bek-ar-C’hastel hag ar Sklerder varzu Trebeurden, ha n’ounn dare da beleac’h, en eur zeni atao eur veach enn amzer hag o chomm eur pennadik dirak pep kerriad-tiez.
1877
Référence :
EKG.I.
p.94
Hag en ur zistreiñ ouc’h Paol : — Deuet omp d’ho kerc’hat a-berzh ar Republik, ha d’ho kas d’ar prizon da Lesneven, da c’hedal mont da Vrest, hag eus a Vrest da n’ouzon dare da belec’h.
Hag en eur zistrei ouc’h Paol : — Deuet omp d’ho kerc’hat aberz ar Republik, ha d’ho kas d’ar prizoun da Lesneven, da c’hedal mont da Vrest, hag euz a Vrest da n’oun dare da beleac’h.
1878
Référence :
EKG.II
p.61
m'en dare
me n'dare
1909
Référence :
BROU
p. 246 (je ne sais)
n'on dare
N'oun dare
1909
Référence :
BROU
p. 221 (je ne sais pas)
hep goût dare din
heb gout dare d'in
1909
Référence :
BROU
p. 246 (à mon insu)
dare gant ar sec'hed
dare gand ar sec'hed
1931
Référence :
VALL
pg altéré
— « Kouezhet eo 'barzh ur puñs hep gouzout dare din ».
— « Kouezet eo 'barz eur puñs hep gouzout dare d'in ».
1944
Référence :
EURW.1
p21
- Ya ! ni !... N'oûn dare penaos displegañ va freder... Ne zeu ket soñjoù divodest da virout ouzhit da gousket, a-wechoù ?
1949
Référence :
SIZH
p.54
Anezhañ mui n'ouzon dare, / D'er goût e klaskoc'h unan all.
Anezañ mui n'ouzon dare, / D'her goût e klaskoc'h unan all.