1. Den a zastum, a vergn traoù.
HS. bernier.
&
Ent strizh
Den en deus un dastumad (1).
Un dastumer timbroù.
2. Den a zastum, a gutuilh frouezh.
Un dastumer fiez.
HS. kutuilher.
3. Den zo e vicher tremen en atantoù war ar maez da zastum marc'hadourezhioù da gas d'ur greizenn bnk.
An dastumer amanenn. Un dastumer laezh.
4. Den a zastum an hengounioù pobl.
Dastumerien kanaouennoù. Dastumer Barzhaz-Breizh ne oa ket ur falser.
5. Den zo e vicher dastum an tailhoù, skodennoù, h.a.
Dastumerien an tailhoù.
HS. diazezer.
Référence :
GReg
pg compilateur (Auteur qui a fait des Recueils), cueilleur (celui qui cueille)
dastumerien
dastumérien
1732
Référence :
GReg
pg compilateur, cueilleur (celui qui cueille)
dastumer
déstumer
1732
Référence :
GReg
pg compilateur
Pet eus an oberennoù a zo en o dastumad a zeu eus sal ar gwerzhioù a soñj dit? Ar peurvuiañ anezhe a brenont digant tuerion. An omerta n'eo ket hepken evit ar mafia, talvezout a ra ivez evit an dastumerion.