1. (gant ur v.)
Termen a dalvez kement ha te hepken.
Aozet ec'h eus ar pred-se da-unan ? Da-unanig. Da-unan-penn.
2. (gant un ak., ur rag., un ar. displ.)
Termen a dalvez da bouezañ war merk an eil gour unan. Gwelet ec'h eus an dra-se gant da zaoulagad da-unan ? Da re da-unan int. Dit da-unan em boa displeget an traoù-se.
[1877] Ya, mes ma vez gell[e]t kaout an Aotrou Poullaoueg en da lestr, e vezi da-unan barnet d’ar marv, ha da wreg ha da vugale a ranko mont da glask o boued.
[1924] [...] en em voaz da chom ez tu da-unan dalc’hmat, evel un enezenn e-kreiz ar c’hoummoù.
Deus da enoriñ un Doue, / Na doue ket an hanv anezhañ en ven. / Deus da viret an Suliaoù hag an goueliaoù. / Deus da enoriñ da dad ha da vamm. / Na vez ket muntrer. / Na vez ket pailhard, na vez ket laezr. / Na vez ket falstest. / Na dezir ket da hentez mui evidit da-hunan
Deux da enoriff vn Doue, / Na toue quet an hano anezaff en væn. / Deux da miret an sulyaou, hac an gouelyaou. / Deux da enoriff da tat ha da mam. / Na vez quet muntrer. / Na vez quet paillard, na vez quet laezr. / Na vez quet fals test. / Na desir da hentez muy euit dit da hunan.
1622
Référence :
Do.
p4
da-unan
da vnan
1659
Référence :
LDJM.1
pg toy (mesme)
Ya, mes ma vez gell[e]t kaout an Aotrou Poullaoueg en da lestr, e vezi da-unan barnet d’ar marv, ha da wreg ha da vugale a ranko mont da glask o boued.
Ia, mez ma vez gellout kaout an Aoutrou Poullaouec enn da lestr, e vezi da-unan barnet d’ar maro, ha da c’hrek ha da vugale a ranko mont da glask ho boued.
1877
Référence :
EKG.I.
p.215
E pe lec’h ha gant piv bennak e vezi, ne vern e-mesk pe zarvoudoù bennak ez po da emellout, en em voaz da chom ez tu da-unan dalc’hmat, evel un enezenn e-kreiz ar c’hoummoù, evel ur menez en avel hag er c’houmoul.
E pe lec’h ha gant piou bennak e vezi, ne vern e-mesk pe zarvoudou bennak ez po da emellout, en em voaz da chom ez tu da-unan dalc’hmat, evel eun enezenn e-kreiz ar c’hoummou, evel eur menez en avel hag er c’houmoul.
1924
Référence :
SKET.II
p.31
— Goût a ran, met bugale all a oa eno, ne oas-te ket, moarvat, da-unan, hag anavezout mat a rez-te ar re all. Lavar piv int ?
— Goût a ran, met bugale all a oa eno, ne oas-te ket, marvad, da-unan, hag anaveout mat a res-te ar re all. Lavar piou int ?
1924
Référence :
BILZ1
Niverenn 40, p.895 (Miz Ebrel 1924)
Hogen diwall mat n’hel lakafes da ziboaniañ ar re na vevont nemet evit drougober, rak neuze ouzhit-te da-unan en em drofe ar bir ha pulluc’het e vefes gantañ.
Hogen diwall mat n’hel lakafes da ziboania ar re na vevont nemed evit drougober, rak neuze ouzit-te da-unan en em drofe ar bir ha pulluc’het e vefes gantan.
1924
Référence :
SKET.II
p.61
Alies e rez da benn da-unan ha ne vern dit an darbodoù a lezez war da lerc'h.