I. (db. an dud)
A zegemer mat.
Tud degemerus.
DHS. hegarat.
II. (db. an traoù)
1. A vezer degemeret mat ennañ.
Kêr sioul ! pegen degemerus da zor.
2. A c'haller degemer.
Ar soñj-se n'eo ket degemerus.
HS. degemeradus.
Diskennet em eus e-touez an dud-se, eme Vindosetlos, dre ma ’z int eeun ha dizrouk. Ken gwazed, ken maouezed, ken paotred, ken plac’hed yaouank, holl ez int mat, habask ha degemerus (1).
Diskennet em eus e-touez an dud-ze, eme Vindosêtlos, dre ma ’z int eeun ha dizrouk. Ken gwazed, ken maouezed, ken paotred, ken plac’hed yaouank, holl ez int mat, habask ha degemerus (1).
1924
Référence :
SKET.II
p.67-68
degemerus
1931
Référence :
VALL
Rakskrid p XXII, acceptable (s'emploie plutôt au sens actif : disposé à accepter, à recevoir)
degemerus
digemerus
1931
Référence :
VALL
pg admissible
[A]r pedadennoù ne vankent ket, gant degemerus-mat e oa Dubliniz e-keñver ar gendirvi diredet a bep bro da esa 'n em gevrediñ.
[...] ; ar pedadennou ne vankent ket, gant degemerus-mat e oa Dubliniz e-keñver ar gendirvi diredet a bep bro da esa 'n em gevredi.
1944
Référence :
EURW.1
p.176
Kavet hor boa un ostaleri degemerus mat ‘drek an hent-houarn, dalc’het gant ur cheminod, e anv an Tonker, hag en doa ur verc’h koant-kenañ, a raemp lez dezhi pep hini evit e gont e-unan.
Kavet hor boa eun ostaleri degemerus mat ‘drek an hent-houarn, dalc’het gant eur cheminod, e ano an Tonker, hag en doa eur verc’h koant-kenañ, a raemp lez d’ezi pep hini evit e gont e-unan.