Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
122
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. V.g. 1. (db. ar mor) Dont da vezañ rustoc'h. Ar mor a ziaeze atav. Ar mor a ziaezas hag e savas avel a-benn. 2. (db. an dud, o spered) Dont da vezañ nec'het. Pa sante e spered o vennout diaezañ. II. V.k.e. 1. (db. an dud, o spered) Reiñ nec'hamant, ober diaes d'ub. Tra pe dra a vez dalc'hmat ouzh e ziaezañ. [1878] Ne lavare ger ha ne ouiemp ket petra a yoa o tiaezañ e spered, mes anat e oa deomp ned ae ket an traoù hervez e c’hiz. & (en tu gouzañv) Diaezet on bet gant ar c'heloù-se. HS. nec'hiñ. 2. Degas diaez korf. An dra-se eo en deus ma diaezet. Diaezet e oa gant c'hwezh ar c'hig. 3. Ober poan. Ma diaezañ a ra stern ar sac'h-kein-mañ. & Ent strizh (db. an izili) Distresañ. Diaezet ur vrec'h outañ. 4. (db. ar boued avelet) Lakaat hanter glañv. An istr-se a ziaezo an dud. & (en tu gouzañv) Diaezet on bet gant ar c'hig-se. III. V. em. EN EM ZIAEZAÑ : kaout nec'hamant. Me en em ziaezo ken na vo deuet en-dro. Mar gallit e ober hep en em ziaezañ.

Exemples historiques : 
13
Masquer la liste des exemples

diazeiñ

1732
Référence : GReg pg deranger (incommoder)

diaezañ

1732
Référence : GReg pg deranger (incommoder)

diaezet

1732
Référence : GReg pg deranger (incommoder)

an dra-se eo en deus va diaezet

1850
Référence : GON.II pg diéza

en em ziaezañ

1850
Référence : GON.II pg diéza

mar gellit e ober hep en em ziaezañ

1850
Référence : GON.II pg diéza

diaezañ

1850
Référence : GON.II pg diéza, diésaat

diaezet

1850
Référence : GON.II pg diéza

diaez

1850
Référence : GON.II pg diésa

Ne lavare ger ha ne ouiemp ket petra a yoa o tiaezañ e spered, mes anat e oa deomp ned ae ket an traoù hervez e c’hiz.

1878
Référence : EKG.II p.100

Pa varv unan bennak, kar ha par, diaezet, / Gant an diouer arc'hant, a lâr ez int paour-razh / Hag e chom ar person hep ar gopr disterañ / 'Vit pedennoù ar c'hañv, salmoù ha Libera.

1960
Référence : PETO p32

Em c'hlopenn foll ha diaezet / E kresk an enkrez kenañ-ken, / Ha ma c'horf dister ha faezhet / A gren dindan ur c'hwezenn yen.

1960
Référence : PETO p42

Hag ar pezh a zo ar souezhusañ evidomp : ne ziskouezont ket bezañ diaezet gantañ...

1985
Référence : DGBD p160

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux