I.
Adv.
1. Pell.
Diaezamant bras e oa dezhi bezañ ken diamen diouzh an dour.
Nend eo ket diamen anezhañ : n'emañ ket pell.
ES. tost, nes.
2. Trl.
Bezañ diamen gant ub. : bezañ kar-pell.
N'omp ket diamen gantañ.
II.
Stn.
Pell.
Fougasiñ a rae bezañ graet ur veaj en ur vro diamen.
Référence :
GReg
pg (qui n'est pas à la commodité, à la bienseance)
Dasson diamen, diziwezh, avat, he doa ar vaouez-se, e kreiz kuzhetañ e voud.
1949
Référence :
SIZH
p.56-57
E bro garet hon hentadoù / Brevet spontus gant bagadoù / An daou strollad o 'n em zispenn, / Grit ma teuy al lezenn gristen / Da sioulaat ar vuanegezh / Ha da lemel an druegezh, / Hag un deiz, d'Ho Pro Diamen, / D'hor c'has holl da viken... Amen !
E bro garet hon hentadou / Brevet spontus gant bagadou / An daou strollad o 'n em zispenn, / Grit ma teuy al lezenn gristen / Da sioulaat ar vuanegez / Ha da lemel an druegez, / Hag eun deiz, d'Ho Pro Diamen, / D'hor c'has holl da viken... Amen !