I. Doar./Stn.
1. N'eo ket dalc'het, ereet.
Reiñ a ra an absolvenn dezho gant an dorn a chom diampech, rak gant an dorn all e rank en em stardañ ouzh ur pennad gwern. Diampech e zivesker.
DHS. digabestr, dishual, dizalc'h.
HS. dieub.
2. Dre skeud.
Ampart.
Un den diampech-tre eo.
HS. barrek, gouest.
3. Dinamm.
Kaer eo kaout bugale diampech.
HS. disi.
ES. nammet.
4. Dibistig.
Bev, yac'h, diampech.
DHS. divlam.
II. Adv.
1. Dibistig.
Kent a se e teuy ar gazeg c'hell diampech en-dro.
2. Gant tizh, herr.
Grit diampech, ma'm bo gwin da evañ.
HS. a-fo, buan, dillo, fonnus, prim.