Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
122
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. V.k.e. 1. (db. endalc'herioù zo) Lemel an tal. [1878] [...] paotred ar Republik, goude bezañ karget o c’hof ha sammet ganto kement a c’hellent da zougen, o doa diskarget ar boutailhoù leun ha didalet ar varrikenn evit miret n’en divije den banne war o lerc’h. 2. Dre skeud. (db. ar mennozhioù) Dispenn. Ar c'helenner a zidalas arguzennoù an enklasker. DHS. divarc'hañ. 3. Dizoare (db. ar merc'hed) Terriñ gwerc'hded. Didalañ ur plac'h. II. V.g. (db. endalc'herioù zo) Koll e dal. Mar didal ar varrikenn.

Exemples historiques : 
10
Masquer la liste des exemples

didalañ

1732
Référence : GReg pg defoncer (ôter le fond d'un tonneau)

didalet

1732
Référence : GReg pg defoncer (ôter le fond d'un tonneau)

didaliñ

1732
Référence : GReg pg defoncer (ôter le fond d'un tonneau)

didalañ

1850
Référence : GON.II pg didala, distrada, diwélédi

didalet

1850
Référence : GON.II pg didala

Didalet eo ar c'helorn gantañ.

1850
Référence : GON.II pg didala (Il a défoncé le baquet).

E-kreiz al leur-zi, el lec’h m’oa kleuzet gant an dud o vont hag o tont eus an eil penn d’egile d’an ti e oa boutailhoù o neuñv en ur poullad gwin ; paotred ar Republik, goude bezañ karget o c’hof ha sammet ganto kement a c’hellent da zougen, o doa diskarget ar boutailhoù leun ha didalet ar varrikenn evit miret n’en divije den banne war o lerc’h.

1878
Référence : EKG.II p.43

Ar varrikenn a yoa divoulc’h : lakaat un duellenn enni a yoa re hir : savet e voe en he sav, ha ker buan didalet.

1878
Référence : EKG.II p.71

Barrikennoù didalet, gwin a oa enne ! eme ar paotr kozh. Daoust ha ne gavfomp-ni ket unan, unanig hepken en he fezh ?…

1924
Référence : BILZ1 Niv. 43-44, p.1027 (Gouere-Eost 1924)

Un toulladig martoloded a gavas, en gaolienn ur garreg, ur varrikenn en he fezh. Hag int a daolioù mein d’he zidalañ.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 43-44, p.1027 (Gouere-Eost 1924)

Ordre alphabétique

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux