Kement liñvenn a c'haller evañ.
Boued ha died : an debriñ hag an evañ.
&
(impl. da anv unan)
Doare liñvenn a c'haller evañ.
Un died kreñv : unan alkool enni.
&
Tr. estl., kozh
D'ho tied ! : yec'hed mat !
HS. boeson, evaj.
Brud a zo e tremenas Ariomanos, goude lidoù-kañv e dad hag e vamm, teir nozvezh ha tri devezh hep kemerout boued na died, e harz ar grugell-vez anezho.
Brud a zo e tremenas Ariomanos, goude lidou-kanv e dad hag e vamm, teir nozvez ha tri devez hep kemerout boued na died, e harz ar grugell-vez anezo.
1923
Référence :
SKET
p.50
Divarrek da waskañ pelloc’h war an orged a loske dezho o gwad, e tilestrjont o zri en tevenn, un nozvezh, o tigas ganto ur brokad died-kemmesk eus o bro, c’hwezh-vat ha mezvus.
Divarrek da waska pelloc’h war an orged a loske d’ezo o gwad, e tilestrjont o zri en tevenn, eun nozvez, o tigas ganto eur brokad died-kemmesk eus o bro, c’houez-vat ha mezvus.
1923
Référence :
SKET
p.102
"evadur" g. [...] (ivez "died")
1923
Référence :
SKET
p.176, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Boisson, breuvage".
Dre-se, e c’hourc’hemennas ma roje hiviziken, a-vareoù, tud ar gourenez profadoù dilhad d’an teir c’hoar hag e lezjent bemnoz war ar garreg m’edont boas da nozvezhiañ, boued, died hag un tan war enaou.
Dre-ze, e c’hourc’hemennas ma roje hiviziken, a-vareou, tud ar gourenez profadou dilhad d’an teir c’hoar hag e lezjent bemnoz war ar garreg m’edont boas da nozvezia, boued, died hag eun tan war enaou.
1923
Référence :
SKET
p.115
"died" g. (krennvrezhoneg ; e kembraeg "diod" gg.)
"died" g. (krenn-vrezoneg ; e kembraeg "diod" gg.)
1923
Référence :
SKET
p.169, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Breuvage, boisson".
Betek mezviñ ez evont died, betek stambouc’hañ e tebront boued.
Betek mezvi ez evont died, betek stambouc’ha e tebront boued.
1924
Référence :
SKET.II
p.67
Damgoude ma oa peurlipet ganimp an died ruz-du, unan ac'hanomp a yeas da gerc'hat merenn.
1929
Référence :
SVBV
p.13
died
1931
Référence :
VALL
pg Levrlenn. p. VIII, boisson (ce que l'on boit), breuvage