I.
(en egor)
A.
1. [1331, 1499, 1659, 1732, 1850, 1867, 1874, 1904, 1927, 1929, 1931, 1943, 1960, 1985, 2015] El lec'h-mañ.
[1331] Henri Boseg a skrivas amañ.
[1499] Amañ din-me kerc'h !
[1576] Amañ ez teraou buhez an itron santez Katell[,] gwerc'hez ha merzherez[,] en Brezhoneg nevez-Imprimet, e Kuburien, evit Bernard de Leau, pehini a chom e Montroulez, war [ar] pont Bouret : en bloaz M.D.LXXVI.
[1659] Amañ el lec'h ma idon.
[1732] Digasit soubenn sklaer amañ !
[1850] Chomomp amañ ken na vezo tremenet ar barr-glav. [1850] En amc'houloù emaomp amañ. [1850] Grit un ask amañ. [1850] Tostait amañ ! [1850] E lec'h klet emaomp amañ. [1850] Deogiñ a reer amañ diouzh an dregontvet. [1850] Greomp un diskuizh amañ. [1850] Un dudi eo bezañ amañ. [1850] Ur gwall aer a zo amañ. [1850] Greomp un ehan amañ. [1850] Emaon amañ. [1850] N'eo ket amañ eo en em roet an emgann bras. [1850] Amañ eo e voe an emlazh. [1850] Entre eno hag amañ ez eus pell. [1850] Lakaet on amañ evit eveshaat ouc'h ar re all. [1874] Kerc'hit din amañ, emezi, ma abid inkarnal.
[1931] N'eo ket bet amañ. [1943] Gorceix a soñje e stivelloù o lakaat gwiskadoù holen ha maen-plastr da deuziñ, o bezañs o vezañ gwirheñvel amañ, diouzh ar pezh a weler war an Douar-Bras. [1985] Un devezh penn-da-benn hon eus da chom amañ.
&
(dirak ar furm verb "eo", hep merk gour ennañ)
Amañ eo.
2. [1732, 1850] Dont amañ : dont betek amañ.
[1732] Deuit amañ ! [1732] Deut amañ. [1732] Hop, deuit amañ ?
[1850] Deuit amañ ! [1850] Deuit a-fo amañ ! [1850] Ha c'hwi a euteur dont amañ ?
&
PEMDEZ
[1931] Dont amañ : degas amañ
[1931] Deuit amañ din !
&
Dont war amañ, war-gaout amañ : war-du al lec'h-mañ.
&
Dont dre amañ : dre al lec'h-mañ.
Deuit dre amañ evit mont er-maez.
&
Tremen e-biou amañ : e-biou al lec'h-mañ.
3. A-WECHOÙ, PEMDEZ
Tost, a-dost amañ : tost ac'hanen.
Tost amañ emaint o chom.
&
Pell diouzh amañ : pell ac'hanen.
N'emañ ket pell diouzh amañ.
4. Tr. (db. tud varv bet interet)
[1732] Bezañ amañ : bezañ interet amañ (enskrivadur war ur bez prl.).
[1732] Amañ emañ. [1732] Bez emañ amañ.
B. Dre ast.
1. [1732, 1850, 1867, 1931, 1960, 2015] En ti-mañ, er gêr-mañ, en tolead-mañ, en afer-mañ ha kement zo c'hoazh.
[1732] Ac'hanta, boazañ a rit-hu amañ ?
[1850] Kalz a avanked a baker amañ. [1850] Merien askellek a zo amañ. [1850] Mar hor be ur baouig amañ, e pakfemp pesked. [1850] Dour feunteun eo a ever amañ. [1867] Ha petra, emezañ, amañ ned eus kalz traoù !
[1931] Amañ n'eus ket a aez da reiñ. [1931] Ijin eo a zo ezhomm amañ. [1960] Ya ! Pep badiziant amañ 'ra / Ha kement eureud c'hoazh ouzhpenn. [1960] Amañ d'ar c'hure disleal, / Pell diouzh ho kêriou, war ar maez, / 'Ro bod pinvidig ha paour-glez, / Hag ouzhin, tra ne anzaver... [1960] Ned on person 'met a anv / Hag amañ, hep mar, me ' vano / Divarrek d'ober vad da zen.
[2015] Paour-tre e oa an dud amañ neuze.
&
[1850] Dre amañ, war-dro amañ : en tolead-mañ.
[1850] N'eus ket a zarempred dre amañ. [1850] N'eo ket tremenet c'hoazh an deogerien dre amañ. [1850] Dre amañ e tremeno an eured.
Ne lavarer ket e-giz-se dre amañ.
&
Dont war amañ, war-gaout amañ : d'ar vro-mañ.
Plijout a ra d'an hañvourien dont war amañ.
&
War-dro amañ : en tolead-mañ, er vro-mañ.
Kalz a dud a vez war-dro amañ.
&
Diwar-dro amañ : eus an tolead-mañ, eus ar vro-mañ.
An dud-se n'int ket diwar-dro amañ.
2. (gant un adv. all)
[1659, 1732, 1850] Termen a dalvez da c'heriañ an nested.
[1659] Amañ a-us.
Amañ dindan, da heul. Amañ a-uc'h, en nec'h.
&
Amañ kevret, [1732] amañ lakaet, amañ e-barzh : er golo lizher-mañ, er strobad follennoù-mañ.
[1732] al lizher amañ lakaet.
&
[1732] Amañ war-lerc'h : a zo nebeut war-lerc'h un dra emañ ar c'homzer oc'h embregañ.
[1732] Amañ war-lerc'h.
[1878] Evit miret ouc’h pep unan da nac’h ar pezh a lavaran, ez an da lakaat amañ war-lerc’h, ar varnedigezh-se, ger evit ger.
&
Amañ e-giz-mañ : amañ end-eeun.
&
[1850] Amañ end-eeun
[1850] Amañ end-eeun eo bet lazhet.
&
[1732] Amañ diaraok : a zo dirak ar c'homzer pe ar skriver.
[1732] Amañ diaraok anvet.
&
(en ur skrid)
[1732] Amañ izeloc'h : a vo meneget pe resisaet pelloc'h en destenn
[1732] Amañ izeloc'h raportet.
&
[1732, 1867, 1929, 1931] Setu amañ : troienn a reer ganti evit diskouez udb. d'ub.
[1732] Setu amañ a zo fuilh. [1732]
Setu amañ a zo losket.
[1867] Setu amañ danevelloù kozh hag o tont a-bell : pevar mil bloaz bennak zo e oant o redek, seizh mil lev eus a Vreizh-Izel !
[1929] Delit, setu amañ deoc'h ar c'heloù-dre-orjal. [1931] Setu amañ ur c'hoari all !
&
Troienn a dalvez da zegas ar pezh a vo anv anezhañ er prezeg.
Setu amañ ar pezh a vo graet.
&
Trl. estl., dre verr.
Setu amañ ! : dal ! dalit !
C.
G. pouez. (goude un ak.)
1. Termen a dalvez da bouezañ war un anv a reer gantañ evit aroueziñ al lec'h m'emañ ar c'homzer.
E Douarnenez, amañ, ne reer ket evel-se.
2. Termen a dalvez da eren un anv den ouzh al lec'h m'emañ ar c'homzer.
Job, amañ, a lavar eveldout : Job, zo o chom en ti-mañ, a lavar eveldout.
3. [1732, 2015] Termen a dalvez da eren anv udb. ouzh al lec'h m'emañ ar c'homzer pe an daneveller.
[1732] Al lizher-mañ amañ.
[2015] Dav eo ober anv amañ deus un dra all : abred pe ziwezhat e vo embannet gant ur stourmer entanet ez eo ret sevel obererezhioù feulsoc'h-feulsañ.
D.
[1659, 1732, 1931, 2013] AMAÑ HAG AHONT ; AMAÑ, AHONT ; AMAÑ ... AHONT : e meur a lec'h, un tammig e pep lec'h.
[2013] An arz gotek 'zo ur grouadenn a Vro-C'hall, ijinet e-tro ar bloavezhioù 1140 e chantele iliz abati Sant-Denez, harp e Pariz, diwar elfennoù amprestet amañ hag ahont, e meur a vro, eus ar bed saoz-ha-norman betek ar broioù arab.
Mont amañ hag ahont. Chom a rin e kuzh amañ hag ahont. Nad it ket amañ, ahont. Ar vugale - hini amañ, hini ahont - a zeue da heul. Kavout a ris tamm amañ, tamm ahont.
&
Dre amañ ha dre ahont : e meur a lec'h, un tammig e pep lec'h.
Lakaet e voe plant avaloù dre amañ ha dre ahont.
II.
Tr. adv. (en amzer)
[1499, 1659] Betek amañ : betek-henn.
[1499] Bet amañ.
[1659] Betek amañ.
Kalon en deus bet betek amañ.
&
[1927] A-benn ... amañ, a-barzh ... amañ : a-benn ... ac'hanen, a-barzh ... ac'hanen.
[1927] A-barzh nemeur amañ. [1927] A-benn tri deiz amañ.
A-benn eizhtez amañ e vin er gêr. A-benn ur miz amañ e vimp e vakañsoù.
12. Sezar a respontas dezhe : [«] Amañ en hon eus un verc'h yaouank peheni n'he deus ket a gompagnonezh e skiant hag eo gouvizek 'vez[. »]
12. Cesar a respontas deze: Aman en hon eux vn merch iouanc peheny ne deux quet a compaignones e squient hac e gouuizeg uez :
1576
Référence :
Cath
p11
Amañ ez tezraou buhez an itron sanktez Katell[,] gwerc'hez ha merzherez[,] en Brezhoneg nevez-Imprimet, e Kuburien, evit Bernard de Leau, peheni a chom e Montrolez, war [ar] pont Bouret : en bloaz M.D.LXXVI. [1576]
AMAN EZ DEZRAOV BUHEZ AN ITRON SANCTES CATHELL GUERHES HA MERZERES en Brezonec neuez Imprimet, e Cuburien, euit Bernard de Leau, peheny a chom e Montrolles , voar pont Bouret : en bloaz M.D.LXXVI.
1576
Référence :
Cath
p1
amañ a-us
aman ahuz
1659
Référence :
LDJM.1
pg icy (dessus)
amañ
aman
1659
Référence :
LDJM.1
pg aman
betek amañ
beteg-aman
1659
Référence :
LDJM.1
pg beteg (aman)
amañ el lec'h ma idon
aman elec'h ma idoûn
1659
Référence :
LDJM.1
pg icy (ou je suis)
amañ hag ahont
aman hag àhont
1659
Référence :
LDJM.1
pg ca et la
setu amañ a zo fuilh
cetu amâ a so fuilh
1732
Référence :
GReg
pg (voilà qui est) brûlé
setu amañ a zo losket
cetu amâ a so losqet
1732
Référence :
GReg
pg (voilà qui est) brûlé
amañ
1732
Référence :
GReg
pg ca (adverb de tems & de lieu), ceans (ici)
amañ
aman
1732
Référence :
GReg
ca (adverb de tems & de lieu), ci (adverbe de lieu, & de temps)
amañ
eman
1732
Référence :
GReg
ca (adverb de tems & de lieu)
deuit amañ
dêuit amâ
1732
Référence :
GReg
pg (venez) çà
deut amañ
deut amâ
1732
Référence :
GReg
pg (venez) çà
deut amañ
1732
Référence :
GReg
pg (venez) çà
deuit amañ
déit aman
1732
Référence :
GReg
pg (venez) çà
deuit amañ
dét eman
1732
Référence :
GReg
pg (venez) çà
amañ hag ahont
amâ, hac ahont
1732
Référence :
GReg
pg cà (& là, ou, deçà delà)
amañ, ha tu-hont
1732
Référence :
GReg
pg cà (& là, ou, deçà delà)
amañ
hamañ
1732
Référence :
GReg
pg ci (adverbe de lieu, & de temps)
amañ emañ
amañ ez ma
1732
Référence :
GReg
pg ci (git)
bez emañ amañ
bez'ê ma hamâ
1732
Référence :
GReg
pg ci (git)
al lizher amañ lakaet
al lizer amâ-leqeat
1732
Référence :
GReg
pg (la lettre) ci (-jointe)
al lizher-mañ amañ
al lizer-mâ aman
1732
Référence :
GReg
pg (la lettre) c i(-jointe)
amañ diaraok anvet
amâ-diaraucq heñvet
1732
Référence :
GReg
pg ci (-dessus nommé)
amañ diaraok
amâ-diaraucq
1732
Référence :
GReg
pg ci (-devant)
Emaon amañ pell zo oud ho kedal.
Ez ma oun amâ pell so oud ho qedal.
1732
Référence :
GReg
pg guetter (Il y a long-tems que je vous guette ici, que je vous attens ici.)
amañ
amâ
1732
Référence :
GReg
Rakskrid, ca (adverb de tems & de lieu), ceans (ici), ci (adverbe de lieu, & de temps)
Amañ ez eo interet N henn-ha-henn.
Amâ ez eo eñterret N, hen-a-hen.
1732
Référence :
GReg
pg gesir (Ci git. N.)
amañ
ham
1732
Référence :
GReg
pg ci (adverbe de lieu, & de temps)
Deuit amañ ho kounidoù.
Deuït amâ ho counidou.
1732
Référence :
GReg
pg gain (Aportez-ici vos gains.)
Amañ ez repoz henn-ha-henn.
Amâ ez repos hen-a-hen.
1732
Référence :
GReg
pg gesir (Ci git. N.)
Amañ ez eo beziet N, henn-ha-henn.
Amâ ez eo bezhyet N, hen-a-hen.
1732
Référence :
GReg
pg gesir (Ci git. N.)
Ac'hanta, boazañ a rit-hu amañ ?
A han'-ta, boaza a rit-hu amâ ?
1732
Référence :
GReg
pg habituer (Vous habituez-vous ici, vous plaisez–vous avec nous ?)
Hop, deuit amañ ?
Haup, deut amañ ?
1732
Référence :
GReg
pg hé (Hé, venez ça ?)
amañ
ham-añ
1732
Référence :
GReg
pg demeure (ici)
O c'hedal anezho emaon amañ.
O c'hedal anézo ez maoun amâ.
1732
Référence :
GReg
guetter (Je suis ici à les guetter.)
amañ izeloc'h raportet
hamâ iseloc'h raportet
1732
Référence :
GReg
pg ci (-dessus rapporté)
amañ war-lerc'h
amâ var lerc'h
1732
Référence :
GReg
pg ci (-après)
digasit soubenn sklaer amañ
digaçzit soubeñ-sclaer amâ
1732
Référence :
GReg
pg (apportez-ici du) boüillon
amañ
a-ma
1850
Référence :
GON.II
pg a-ma
amañ
ama
1850
Référence :
GON.II
pg ama ou amañ (Ici. En ce lieu-ci), amen, ma.
amañ
1850
Référence :
GON.II
pg ama ou amañ (Ici. En ce lieu-ci).
amañ
1850
Référence :
GON.II
pg azé
amañ
amen
1850
Référence :
GON.II
pg amen
amañ
amenn
1850
Référence :
GON.II
pg ama ("Ici. En ce lieu-ci". En Vannes).
Chomomp amañ ken na vezo tremenet ar barr-glav.
Choumomb amañ kén na vézô tréméned ar bâr-glaô.
1850
Référence :
GON.II.HV
pg bâr-glaô (Restons ici jusqu'à ce que l'ondée soit passée).
Deuit a-fo amañ.
Deûd affô ama.
1850
Référence :
GON.II
pg affô (Venez vite ici).
Deuit amañ.
Deûd ama.
1850
Référence :
GON.II
pg ama (Venez ici).
distreñ a raio ac'hano amañ
distrei a rai ac'hanô ama
1850
Référence :
GON.II
pg ac'hanô
dre amañ
dré ama
1850
Référence :
GON.II
pg ama (Par ici).
En amc'houloù emaomp amañ.
Enn amc'houlou é m'omb ama.
1850
Référence :
GON.II
pg amc'houlou (Nous sommes ici dans les ténèbres, dans l'obscurité).
Grit un ask amañ.
Grid eunn ask amañ.
1850
Référence :
GON.II
pg ask (Faites une entaille ici).
Kalz a avanked a baker amañ.
Kalz a avañked a bakeur ama.
1850
Référence :
GON.II
pg avañk (On prend beaucoup de bièvres ici).
Merien askellek a zo amañ.
Mérien askelleg a zô amañ.
1850
Référence :
GON.II
pg askellek (Il y a ici des fourmis ailées).
Mar hor be ur baouig amañ e pakfemp pesked.
Mar hor bé eur baouig amañ, é pakfemp pesked.
1850
Référence :
GON.II
pg baouik (Si nous avions une nasse, nous prendrions du poisson).
Tostait amañ.
Tôstaid ama.
1850
Référence :
GON.II
pg ama (Approchez-vous d'ici).
E lec'h klet emaomp amañ.
É léac'h klét é m'omb amañ.
1850
Référence :
GON.II
klét (Nous sommes ici dans un lieu à l'abri des injures du temps).
N'eus ket a zarempred dre amañ.
N'eûz kéd a zarempred dré amañ.
1850
Référence :
GON.II
pg darempred (Il n'y a pas de passage par ici).
N'eo ket tremenet c'hoazh an deogerien dre amañ.
Né két tréménet c'hoaz ann déogérien dré amañ.
1850
Référence :
GON.II
pg déoger (Les dîmeurs n'ont point encore passé par ici).
Deogiñ a reer amañ diouzh an dregontvet.
Déogi a réeur amañ diouc'h ann drégoñdved.
1850
Référence :
GON.II
pg déogi (On dîme ici à la trentième gerbe).
Greomp un diskuizh amañ.
Gréomb eunn diskuiz amañ.
1850
Référence :
GON.II
pg diskuiz (Faisons une pause, une relâche ici).
dre amañ
dré amañ
1850
Référence :
GON.II
pg dré (par ici).
Un dudi eo bezañ amañ.
Eunn dudi eo béza amañ.
1850
Référence :
GON.II
pg dudi (Il est bon, il est agréable, c'est un plaisir d'être ici).
Ur gwall aer a zo amañ.
Eur gwall éar a zô amañ.
1850
Référence :
GON.II
pg éar (Il y a un mauvais air ici).
Greomp un ehan amañ.
Gréomb eunn éhan ama.
1850
Référence :
GON.II
pg éhan, éan (faisons une pause ici).
emaon amañ
éma ounn amañ
1850
Référence :
GON.II
pg éma, é-ma
N'eo ket amañ eo en em roet an emgann bras.
Né kéd amañ eo en em rôed ann emgann brâz.
1850
Référence :
GON.II
pg emgann (Ce n'est pas ici que s'est donnée la grande bataille).
Amañ eo e voe an emlazh.
amañ eo é oé ann emlaz
1850
Référence :
GON.II.HV
pg emlaz (C'est ici que se donna la bataille).
amañ end-eeun eo bet lazhet
amañ enn-déeun eo bét lazet
1850
Référence :
GON.II
pg enn-déeun, enn-déon
entre eno hag amañ ez eus pell
eñtré énô hag amañ éz eûz pell
1850
Référence :
GON.II
pg eñtré, étré, é-tré
dre amañ e tremeno an eured
dré amañ é tréménô ann eûred
1850
Référence :
GON.II
pg eûred, eûreûd
ha c'hwi a euteur dont amañ
ha c'houi a eûteur doñd amañ
1850
Référence :
GON.II
pg eûteurvout
lakaet on amañ evit eveshaat ouc'h ar re all
lékéad ounn amañ évid évésaad ouc'h ar ré all
1850
Référence :
GON.II
pg évésaat
Dour feunteun eo a ever amañ.
dour feuñteun eo a éveur amañ
1850
Référence :
GON.II
pg feuñteun
Amañ e teuan.
amañ é teûann
1850
Référence :
GON.II
p.28, livre premier, (je viens ici).
Amañ e teu.
amañ é teû
1850
Référence :
GON.II
p.29, livre premier, (il vient ici).
Référence :
GON.II
p.83, livre second, (Il y a une maison à vendre ici).
Daou vloaz a zo emaon amañ.
Daou vloaz a zô é m'ounn amañ.
1850
Référence :
GON.II
p.83, livre second, (Il y a deux ans que je suis ici).
Livirit d’am zad dont amañ.
Livirid d’am zâd doñt amañ.
1850
Référence :
GON.II
p.67
An den hoc’h eus gwelet amañ eo.
Ann dén hoc’h eûz gwéled amañ eo
1850
Référence :
GON.II
p.69
Ho matezh a c'halvit, ha n'emañ ket amañ.
Hô matez a c'halvit, ha n'éma kéd amañ.
1850
Référence :
GON.II
p.80
« Klemm a rit hep abeg e teuan re abred ; / Ha n'ho peus-hu kant vloaz ? Kavit din-me, m'ho ped, / Un all war-dro amañ zo ker kozh ha ma'z oc'h ? »
» Klemm a rit heb abek e teuann re a-bred ; / » Ha n'ho peus-hu kant vloaz ? Kavit d'in-me, m'ho ped, / » Eunn all war dro ama zo ker koz ha ma'z oc'h ?
1867
Référence :
MGK
p101-102
— « Strafuillet on gant ker bras aon / Ma'z eo din torret-krenn va naon ; / Keuz am beus da'z pezañ kredet / Hag amañ da vezañ deuet.
— « Strafuillet ounn gant ber [sic, ker] braz aoun / » Ma'z eo d'in torret-krenn va naoun ; / » Keuz am beuz d'as peza kredet /» Hag ama da veza deuet.
1867
Référence :
MGK
p128
— « Sad amañ 'vat kavet ganen, » / Eme Alan o treiñ en-dro, / — « Ya, sad amañ din ur gudenn / » Ha ne zifuilhin ket feteiz !
— « Sadama 'vad kavet gan-en, » / Eme Alan o trei enn dro, / — « Ia, sadama d'in eur guden / » Ha ne zifuillinn ket feteiz !
1867
Référence :
MGK
p139
Setu amañ danevelloù kozh hag o tont a-bell : pevar mil bloaz bennak zo e oant o redek, seizh mil lev eus a Vreizh-Izel !
Setu ama danevellou koz hag o tont a bell : pevar mil bloaz-bennag zo e oant o redeg, seiz mil leo euz a Vreiz-Izel!
1867
Référence :
MGK
Rakskrid V
« Ned eo eno evel amañ, / Ar pezh az peus ned eo netra. »
» Ne d-eo eno evel ama, / » Ar pez as peuz ne d-eo netra.
1867
Référence :
MGK
p127
« Ha petra, emezañ, amañ ned eus kalz traoù ! »
« Ha petra, eme z-han, ama ne deuz kalz traou ! »
1867
Référence :
MGK
p44
kerc'hit din amañ emezi ma abid inkarnal
Kerc'het d'in aman, 'mezhi, ma habit inkarnal
1874
Référence :
GBI.II
p12
Ar pezh a lavarin amañ war-lerc'h hen diskouezo deoc’h.
Ar pez a lavarign aman varlerc’h hen diskouezo d’ehoc’h.
1877
Référence :
EKG.I.
p.7
Dre amañ eo c’hoazh sot a-walc’h an dud evit krediñ eus un Doue hag a gas traoù ar bed-mañ en-dro hervez e faltazi.
Dre aman eo c’hoaz sot avoualac’h an dud evit kredi euz eun Doue hag a gas traou ar bed-man enn dro hervez he faltazi.
1877
Référence :
EKG.I.
p.159
Eo, me a ya a-galon-vat da ziskouez an hent deoc’h, hag a-barzh ur c’hardeur amañ emaomp e Runveuzit [Runanvizid].
Eo, me a ia a galoun vad da ziskouez an hent d’ehoc’h, hag abarz eur c’hart-heur aman emaomp e Runveuzit.
1877
Référence :
EKG.I.
p.68
Amañ, em zi-me, a-zioc’h kraou ar saout, ez eus ur sanailh ha ne gredan ket ec’h afe den da sellet ennañ ; yen eo an amzer hag eno n’heller ket ober tan, mes ezhenn ar saout a zalc’ho tomm a-walc’h deoc’h.
Aman, em zi-me, azioc’h kraou ar zaout, ez euz eur sanaill ha ne gredan ket ec’h afe den da zellet ennhan ; ien eo an amzer hag eno n’heller ket ober tan, mez ezenn ar zaout a zalc’ho tomm avoualac’h d’ehoc’h.
1877
Référence :
EKG.I.
p.46-47
Ker buan ar soudarded en em lakeas da glask. Ne voe ket pell an abadenn. Unan anezho a grias : — Emañ-eñ amañ ! emañ-eñ amañ !
Ker buan ar zoudarded en em lakeaz da glask. Ne oue ket pell an abadenn. Unan anez-ho a griaz : — Ema-hen aman ! ema-hen aman !
1878
Référence :
EKG.II
p.144
Ar re all a yoa, hini amañ, hini ahont, demdost evelato an eil d’egile.
Ar re-all a ioa, hini aman, hini a-hount, dem-dost evelato an eil d’egile.
1878
Référence :
EKG.II
p.98
Ne oan ket evit ober kement-all ; mes da vihanañ ar re-mañ, ar re a zo amañ etre va daouarn, e beg va fuzuilh, a baeo ker evit ar re all.
Ne oan ket evit ober kement-all ; mez da viana ar re-man, ar re a zo aman etre va daouarn, e bek va fuzil, a baeo ker evit ar re-all.
1878
Référence :
EKG.II
p.93
— Vad a ra d’am c’halon ho klevet, mes setu amañ un dra. Warc’hoazh hag en dervezhioù war-lerc’h, Canclaux a guzho soudarded ha tud eus e berzh e pep parrez hag e pep ti eus pep parrez, marteze da c’houlenn hanvioù ar gwazed.
— Vad a ra d’am c’haloun ho klevet, mez setu aman eun dra. Varc’hoaz hag en dervesiou varlerc’h, Canclaux a guzo soudarded ha tud euz he berz e pep parrez hag e pep ti euz pep parrez, marteze da c’houlen hanoiou ar goazed.
1878
Référence :
EKG.II
p.6
Evit miret ouc’h pep unan da nac’h ar pezh a lavaran, ez an da lakaat amañ war-lerc’h, ar varnedigezh-se, ger evit ger.
Evit miret ouc’h pep-unan da nac’h ar pez a lavaran, ez an da lakaat aman varlerc’h, ar varnedigez-se, ger evit ger.
1878
Référence :
EKG.II
p.197
Chom a reas kuzhet en tiez, hiriv amañ, warc’hoazh du-hont, dioc’h ar c’helou a zigase dezhañ an Aotrou Karo, barner-a-beoc’h e Gwitalmeze.
Chom a reaz kuzet enn tiez, herrio aman, varc’hoaz du-hont, dioc’h ar c’helou a zigase d’ezhan an Aoutrou Karo, barner a beoc’h e Guitalmeze.
1878
Référence :
EKG.II
p.186
Amañ e lezfomp an Ao. Jozef Holvek, ar pelerin a zo bet klañv war al lestr ha nan eo ket c'hoazh yac'haet.
Aman e lezfomp an Autr. Jozef Holvek, ar pelerin a zo bet klanv war al lestr ha nan eo ket c'hoaz yac'haet.
1903
Référence :
MBJJ
p93
amañ
amen
1904
Référence :
DBFV
pg. amen (ici)
aman
amann
1904
Référence :
DBFV
pg. amen (ici)
Da ziluziañ e hent d’al lenner a-dreuz d’ar Sketla, e kavor e dibenn al levr pe amañ hag ahont war ar pajennoù anezhañ : 1° taolennoù-douaroniezh [...]
Da ziluzia e hent d’al lenner a-dreuz d’ar Sketla, e kavor e dibenn al levr pe aman hag ahont war ar pajennou anezan : 1° taolennou-douaroniez [...]
1923
Référence :
SKET
p.6
Diwar-benn ar gerentiezh-se a oa etre hon Tad kentañ hag hor c’hentañ Mamm, setu amañ un droad ez an da zanevelliñ.
Diwar-benn ar gerentiez-se a oa etre hon Tad kenta hag hor c’henta Mamm, setu aman eun drôad ez an da zanevelli.
1923
Référence :
SKET
p.45
Setu amañ al livioù a oa war an eil re hag ar re-all : gwenn an erc’h war o c’hroc’hen, aour an heol war o blev, glas an neñv war o daoulagad leun a bedenn.
Setu aman al liviou a oa war an eil re hag ar re-all : gwenn an erc’h war o c’hroc’hen, aour an heol war o bleo, glas an nenv war o daoulagad leun a bedenn.
1923
Référence :
SKET
p.120
Ha setu amañ perak : dre ma ro ar Ouiziegezh trec’h, braster ha mestroni.
Ha setu aman perak : dre ma ro ar Ouiziegez trec’h, braster ha mestroni.
1924
Référence :
SKET.II
p.42
Amañ, du-hont, tier ar besketaerien, hadet e-touez ar gerreg, war ribl an traezh, ha, kuzhet gant delioù ur bodad tilh, tier ar valtouterien ha kazarn ar soudarded.
Aman, du-hont, tïer ar besketerien, hadet e-touez ar gerreg, war ribl an trêz, ha, kuzet gant deliou eur bodad tilh, tïer ar valtouterien ha kazarn ar zoudarded.
1924
Référence :
BILZ1
Niverenn 37, p.807 (Miz Genver 1924)
Amañ omp brav-meurbet evit ober ur gaozeadenn, rak, hervez m’her gwelan, falvezout a ra deoc’h klevet buhez Bilzig.
Aman omp brao meurbed evit ober eur gôzeadenn, rak, herve, m’her gwelan, falveout a ra d’eoc’h klevet buhe Bilzig.
1924
Référence :
BILZ1
Niverenn 37, p.808 (Miz Genver 1924)
Delit, setu amañ deoc'h ar c'heloù-dre-orjal. Warnañ eo meneget ganin ar pezh a zo gourc'hemennet deoc'h da ober gant penn ho kenstrollad, ar c'habiten Lamgati.
Delit, setu amañ d'eoc'h ar c'helou dre-orjal. Warnañ eo meneget ganeñ ar pez a zo gourc'hemennet d'eoc'h da ober gant penn ho kenstrollad, ar c'habiten Lamgati.
1929
Référence :
SVBV
p7
ijin eo a zo ezhomm amañ
ijin eo a zo ezomm amañ
1931
Référence :
VALL
pg (c'est ici) affaire (de finesse)
amañ hag ahont
1931
Référence :
VALL
pg ça (et là)
amañ
1931
Référence :
VALL
Rakskrid p XXIV
n'eo ket bet amañ
n'eo ket bet ama
1931
Référence :
VALL
pg (il n'estpas) arrivé (il n'est pas venu)
Gorceix a soñje e stivelloù o lakaat gwiskadoù holen ha maen-plastr da deuziñ, o bezañs o vezañ gwirheñvel amañ, diouzh ar pezh a weler war an Douar-Bras.
1943
Référence :
TNKN
p78
Setu amañ Jozeb Loth e-kichen Emil Ernault, an daou ouiziekañ den war ar yezhoù keltiek.
Setu amañ Jozeb Loth e-kichen Emil Ernault, an daou ouizieka den war ar yezou keltiek.
1944
Référence :
EURW.1
p.189
Ker sur hag emaon amañ dirazoc’h, ar pakad-se a zo un den beuzet !…
1944
Référence :
ATST
p.14
Setu amañ poltred pep hini anezho : Job a oa bihan, Lom a oa bras: Job a oa ledan ha skoulmet-kaer, Lom a oa strizh e zargreiz ha strizh e zivskoaz; Job en doa blev du ha Lom blev ruz.
1944
Référence :
ATST
p.26
Goude un abadennig, ar voereb a c’houlennas : — « Aet oc’h kuit ? Ne glevan mui ho mouezh. » — « Amañ emaomp, » emezo o-daou.
1944
Référence :
ATST
p.35
Hag amañ emañ echu istor an ti satanazet, degouezhet e Lotei hanter-kant vloaz ’zo. ECHU
1944
Référence :
ATST
p.133
Anastazi a oa dousoc'h he c'halon : – « Deuit amañ ouzh taol, bugaligoù keizh, emezi, da zebriñ ur bannac'h soubenn, hag un tamm kig-sall ».
Anastazi a oa dousoc'h he c'halon : – « Deuit amañ ouz taol, bugaligou keiz, emezi, da zebri eur bannac'h soubenn, hag eun tamm kig sall ».
1944
Référence :
EURW.1
p38
Nag a draoù a veze kavet amañ evit an arc'hant...
Nag a draou a veze kavet amañ evit an arc'hant...
1944
Référence :
EURW.1
p30
Kement hini a zeu d'am gwelout da Garnoed a ya kuit en ul lavarout din : « N'on ket souezhet e vefes 'n em gavet ur barzh dre amañ. »
Kement hini a zeu d'am gwelout da Garnoet, a ya kuit en eul lavarout d'in : « N'oun ket souezet e vefes 'n em gavet eur Barz dre amañ. »
1944
Référence :
EURW.1
p15
Mouezhioù rok a gemenne : « Dre amañ ! Ar soudarded yaouank d’hor c’haout ! En em renkit pevar ha pevar, ha buan ! Hallo ! Un tamm hast, bandenn « bleuien ! » Ni ho tesko da stlejal ho potoù… »
Moueziou rok a gemenne : « Dre amañ ! Ar soudarded yaouank d’hor c’haout ! En em renkit pevar ha pevar, ha buan ! Hallo ! Eun tamm hast, bandenn « bleuien ! » Ni ho tesko da stlejal ho potou… »
1944
Référence :
EURW.1
p.191
- N'eo ket evit un naved e teuec'h amañ ? - D'ho kwelout eo e teuen, « padre ». Bemdeiz [sic, bemdez], hiviziken, c'hwi am gwelo amañ.
1949
Référence :
SIZH
p.49
Chom a reas krenn war e gaoz. Tro en doa amañ da silañ ar goulenn d'e c'hoant gouzout.
1949
Référence :
SIZH
p.57
Amañ d'ar c'hure disleal, / Pell diouzh ho kêrioù, war ar maez, / 'Ro bod pinvidig ha paour-glez, / Hag ouzhin[,] tra ne anzaver...
Amañ d'ar c'hure disleal, / Pell diouz ho kêriou, war ar mêz, / ' Ro bod pinvidig ha paour-glez, / Hag ouzin tra ne anzaver...
1960
Référence :
PETO
p38
Ned on person 'met a anv / Hag amañ, hep mar, me ' vano / Divarrek d'ober vad da zen : / Beli sakr ma belegiezh / A zisprizer gant drougiezh.
Ne don person 'met a ano / Hag amañ, hep mar, me ' vano / Divarrek d'ober vad da zen : / Beli sakr ma belegiez / A zisprizer gant drougiez.
1960
Référence :
PETO
p56
Ya ! Pep badiziant amañ 'ra / Ha kement eureud c'hoazh ouzhpenn. / Er barrez-mañ ned oc'h netra / Daoust d'ho stol aour ha kamz wenn.
Ya ! pep badiziant amañ ' ra / Ha kement eureud c'hoaz ouspenn. / Er barrez-mañ ne doc'h netra / Daoust d'ho stol aour ha d'ho kamz wenn.
1960
Référence :
PETO
p30
Un devezh penn-da-benn hon eus da chom amañ ; setu m'eo ret-mat deomp mont da welout kêr evit tremen an amzer hag evit kuitaat ar gor a vez o c'hounit al lestr pa vez ehanet er porzh ha chomet a-sav mekanikoù da zistanañ an aer.
1985
Référence :
DGBD
p16
An arz gotek 'zo ur grouadenn a Vro-C'hall, ijinet e-tro ar bloavezhioù 1140 e chantele iliz abati Sant-Denez, harp e Pariz, diwar elfennoù amprestet amañ hag ahont, e meur a vro, eus ar bed saoz-ha-norman betek ar broioù arab.
2013
Référence :
LLMM
Niv. 399, p8 (YF Dupuy)
Dav eo ober anv amañ deus un dra all : abred pe ziwezhat e vo embannet gant ur stourmer entanet ez eo ret sevel obererezhioù feulsoc'h-feulsañ peogwir e vez graet gant feulster (ha feulster bras a-wechoù) gant an enebourien.
2015
Référence :
DISENT
p.66
Paour-tre e oa an dud amañ neuze.
2015
Référence :
EHPEA
p15
Note d'étude
Termen bet distaget da gentañ /amãn/. Bev eo chomet an distagadur kozh gant un /n/ dibenn e rannyezhoù zo hiziv c'hoazh.