Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
122
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

V.g. I. (db. ar broñs, an delioù, ar bleunioù) Digeriñ. Erru eo prest ar bokedoù da ziflukañ. Dre ma tifluke ur barrig bennak e klasked e droc'hañ. An delioù a oa c'hoazh o tiflukañ. 2. (db. ar ploged) Nodiñ. Ar yer a vez difluket e miz Mezheven a varv abred. Difluket eo an evned bihan. HS. diglorañ. II. A. Dre ast. 1. Dont war wel. Ur pennadig goude e tiflukas an heol a-douez ar c'houmoul. Mar difluke unan eus ar mammoù, raktal ez echue ar reuz. E garr a oa o tiflukañ eus ar penn all. HS. difoupañ. 2. Flistrañ. Fañch a ziflukas an daeroù puilh eus e zaoulagad. 3. Trl. Diflukañ e : erruout e. A-greiz-holl setu ni o tiflukañ en ur frankizenn. 4. (db. an daoulagad) Dispourbellañ. E zaoulagad difluket euzhus ha lugernus. B. Dre skeud. (db. oberennoù ar skrivagnerien, komzoù an dud, h.a.) Dont. Ar pezh-c'hoari-se n'eo ket difluket diouzh e bluenn. Dastum a rae al lavarennoù a zifluke eus genoù ar vartoloded.

Exemples historiques : 
9
Masquer la liste des exemples

Hag eñ o vont da stagañ gant e redadenn bemdeziek, pa wel o tiflukañ eus ar c’hoummoù un ebeul e reun aour ha skedus evel an deiz.

1924
Référence : SKET.II p.21

Un devezh bennak, pa n’em bo netra da ober, me a zanevello deoc’h ar brezegennoù kaer, ar c’haozoù fur-meurbet a c’hane niverus war o zeod, a zifluke, a nije eus, o ginou, evel gwenan eus o c’hest.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 47, p.1121 (Miz Du 1924).

Inouet ar boc’h e-unan ; un drouz bennak, moarvat, en deus klevet, hag e benn a ziflukas eus a-drek ur garreg.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 41, p.949 (Mae 1924)

diflukañ eus

1924
Référence : SKET.II p.124 « Geriadurig », "Emerger de, sortir de".

Me ne oan nemet ur bourc'hiz bihan nevez-difluket diouzh un ti kouer.

1944
Référence : EURW.1 p47

A-raok mont da ziboultrañ an aoterioù eta, ar breur Arturo a oa savet c'hoant dezhañ en em gempenn ivez. Un drugar a oa dezhañ an dour o tiflukañ, yen hag herrus - miz Mae n'oa ken - dre e gorzhenn [sic « gorzenn »] houarn, el laouer vaen, diouzh kalon an douar.

1949
Référence : SIZH p.43

Ur pennadig goude e tiflukas an heol a-douez ar c'houmoul, hag e voe beuzet ar weledigezh en e skinoù.

1985
Référence : DGBD p142

Hirie beure da 10 eur e oa un ugent stourmer bennak deus ar strollad XY o tiflukañ e ministrerezh X, e 7vet ranngêr Pariz, hag int en em staliet eno.

2015
Référence : DISENT p128

[...] reiñ lañs d'un etrebroadelouriezh nevez er bed a-bezh, da lâret eo ul luskad a stourmoù war-zu ar memes palioù, tra ma tifluke ur preder nevez.

2015
Référence : DISENT p12

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux