- « Jezuz Dios ! » Ur c'hwenenn !... Sevel a reas prim he broz (sic) du, hag hi d'ober ur skrab trumm d'he glin dehou, an hini tostañ d'al lean. Noazh ha gwenn e oa ar c'hofkar (sic, ar c'hof-gar), neuziet-blot. Difoupat a reas ar gwad da benn ar paotr, ha dont a reas ruz betek e c'houzoug, dre ma stoue e valvennoù gant elevez.
O c’holeiñ he diskoaz n’he deus mui nemet gouel hir he fennad blev du. Ha setu ur vronn o tifoupañ gwenn-kann, heneuz, a-douez mantell ar blev.
Eus al latar hefiñv ha difetis en doa brellet daoulagad an noter e-pad ken pell e tifoupe bremañ trumm furm resis un euzhden diaoulek.
Daoust ha n'eus ket lec'hioù strizh er mediaoù-se e-lec'h ma c'hall difoupañ ar wirionez hag ar frankiz ?
Gwelet anezhe [ar stourmerien] o tifoupañ evel-se a c'hall fromañ kalzig an dud a zo kustum da zaremprediñ al lec'h-se.
Mont a ran tre e'm burev en ur dreiñ ma spered, en amboaz lakaat urzh e'm soñjoù ha sevel ur steuñv ober met difoupañ a ra Koula dirazon.
A-wechoù e tifoupe ur bann gouloù eus an diavaez, hag e-pad ur serr-lagad e c'helle gwelet dremm Christian.
Mots précédents
Mots suivants
difouper