Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

I. (en amzer) 1. A-benn ar c'houlz-mañ, kerkent ha bremañ. N'eus ket pell emañ o teskiñ ha barrek eo dija war ar vicher. & (en amzer dremenet) A-benn ar c'houlz-se, kerkent ha da neuze. Ret e oa din redek buanoc'h rak santout a raen dija kerniel al loen em fenn a-dreñv. N'eo ket bet pell ar vrud o redek ha lavaret a raed dija e teufe er vro. 2. Ur wech pe meur a wech en amzer dremenet. Lavaret em eus dija e oa eno ul liorzhig vrav. HS. c'hoazh. 3. (gant un dalvoudegezh estlammiñ) Ken abred-se ! Savet out dija ! & (impl. da est !.) « Prest on ! » - « Dija ! » II. Dre ast. Tost, hogozik. Dija daou vetr eo ar voger. Dija sur.

Exemples historiques : 
26
Masquer la liste des exemples

Saotret eo dija an abid-mañ gantañ.

1732
Référence : GReg pg fripper (Cet habit est déja frippé.)

e pep lec'h dija

1732
Référence : GReg pg communément (par tout, presque par tout)

pare dija

1732
Référence : GReg pg convalescent (qui se releve de maladie)

Koñchezet eo dija an abid-mañ gantañ.

1732
Référence : GReg pg fripper (Cet habit est déja frippé.)

dija

1732
Référence : GReg pg deja (adv. de tems)

pellik a zo dija

1732
Référence : GReg pg (il y a) deja (quelque tems)

pell amzer a zo dija

1732
Référence : GReg pg (il y a) déja (long-tems)

bezañ ez voa deuet dija

1732
Référence : GReg pg (il étoit) déjà (venu (lorsque, &c.)

Dija ? kerkent ? ken abred ? kentizh ? dija livirit ? dija ? dija ?

1732
Référence : GReg pg déja ? (sitôt ?)

penaos, petra, deuet eo dija ?

1732
Référence : GReg pg (comment, quoi, il est) déja (venu ?)

dija

1850
Référence : GON.II.HV pg dija

— « N'omp ket, eme ar vaot, hag e-lec'h kaout un doenn, / Ma'm be, evel ar goulm, divaskell da nijañ, / Me a ve aet dija / Da c'houzout e pelec'h eo dalc'het an heizez, / Hor mignonezig kaezh, / Skañv evel an avel ; koulz ha ma'z eo lijer, / Ez eo ivez tener. »

1867
Référence : MGK p46

Bennozh Doue deoc’h. Vad a rafec’h deomp, rak va c’hamarad Per Kemener amañ a zo skuizh dija e dreid o vale, ha n’en deus ket a c’hoant da ober tro.

1877
Référence : EKG.I. p.68

— Nann, eme unan eus ar soudarded, evidon-me a oa skornet dija, ha n’em eus gellet tommañ din, nemet a-forzh da lopañ war ar goueriaded.

1877
Référence : EKG.I. p.169

Pa deuas an dispac’h da ober e freuz kentañ e Breizh e oa aet-mat dija war an oad.

1877
Référence : EKG.I. p.9

Mes Maner al Liorzhoù n’emañ e-kichen hent-bras ebet, ha soudarded Canclaux a dle gouzout dija pegement a goust dezho dont en hentoù bihan diwar an hentoù-bras. Paotred Landeboc’her o doa roet dezho ur gentel vat en derc’hent.

1878
Référence : EKG.II p.36

Va gwad a rede a-hed va c’horf, adalek va skoaz betek va zreid, ha kouskoude n’em boa ket re a wad da goll : gwadet e oan bet dija e Kergidu.

1878
Référence : EKG.II p.92

— Peoc’h 'ta, eme an tammig ofiser. Chom a rejont sioul en o sav da selaou ; mes ne glevjont netra, rak dija em boa karget adarre.

1878
Référence : EKG.II p.89

Plegañ a ris da sellet dre zindan an or : edon dirak an ti ; n’oa ket a c’houloù e prenestr starn-an-daol ; mes an dra-se n’oa ket iskis, rak diwezhat e oa dija.

1878
Référence : EKG.II p.39

Un ezel nevez a oa ennañ, hag a oa brudet dija e-touez Gwenediz evel gwerzaouer ha kaner : Loeiz Herrieu a veze graet anezhañ, o chom e Kaodan, e-kichen an Oriant.

1944
Référence : EURW.1 p.206

Mar dichañs d'ar follennoù-mañ bezañ moulet ur wech, mar bez kavet arc'hant a-walc'h d'en ober, ar pezh a gontin deus ma roudenn a c'hallfe bezañ ur skouer d'an dud yaouank a Vreizh da zont, pa lennint troioù hag avanturioù ar barzh Taldir-se, graet kement a drouz war e anv dija, redet gantañ dija holl vroioù ar Gelted, ha deut da beñseañ hiriv en un tamm bourk bihan a Gerne-Uhel...

1944
Référence : EURW.1 p5

Pa lavare ar glianted d'am zad : « Kerzhout a ray ho mab war ho roudoù, aotrou noter[,] hemañ a zo abred o tiskiñ e vicher avat ! » pe meuleudioù all evel-se, ma zad a wele dija e bennhêr, a-benn ma vije arru kozh, o kemerout e garg, mes me a vouzhe ouzh o c'hlevout o fougeal ganin[.]

1944
Référence : EURW.1 p28

Hor mammoù hor frealze, mes kaer o doa d'ober [sic, ober], an dour a groge da sevel d'hon daoulagad dija : petra 'vije 'benn emberr, ma zud keizh... pa vije ret dimp kousket an nozvezh kentañ er-maez ar gêr, en ur gwele kalet, e-kichen paotredigoù dizanvez... drouk marteze... ?

1944
Référence : EURW.1 p31

N'on ket evit asuriñ e oa Bouet ur Breizhad, met sur-mat e ranke bezañ kalz Bretoned ouzh e heul pa savas trevadenn ar Gabon, ha marteze e c'hellfe bezañ en e amzer dija e oa bet anvet "Pointe des Bretons" ar c'horn eus Louis on bet o chom ennañ.

1985
Référence : DGBD p53

Un nebeudig tud o deus savet anezhi [anezhañ, raktres an obererezh] dija.

2015
Référence : DISENT p86

N'eus ket ezhomm da vont pelloc'h evit an "demokratelezh veur" a vevomp enni. Ganti n'eo ket gwall vrav an traoù dija: tud fuzuilhet da vare ar Gumun hag er fozelloù e 1917, lod all lazhet en trevadennoù (aloubadeg Aljeria, Setif, Madagaskar, ar meuriad Bamileke e Kameroun...) hag an trevadennoù mod nevez (lazhadeg ar Rwanda, brezel al lennoù bras, bombezadegoù Iran, Serbia pe Afganistan).

2015
Référence : DISENT p37

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux