I. Doar./Stn.
1. Bras-kenañ.
Dijaoj eo ar vad a reas. Ur vad dijaoj. Dijaoj eo ar boan zo en e benn.
DHS. divent.
2. Dre ast.
Re vras.
Dispignoù dijaoj.
3. Nad a ket, na zere ket.
Lagad an trañch zo dijaoj.
&
Ur plac'h dijaoj : ur plac'h gwisket gant dilhad na jaojont ket outi.
&
Hennezh zo dijaoj gant e dog : ne zere ket e dog ouzh e zilhad all.
DHS. difurlu.
4. Droch.
Anvioù ken dijaoj ken e lakaont an dud da c'hoarzhin.
5. Dizereat.
C'hoarzherezh dijaoj. Ober un dra bennak dijaoj.
HS. gros.
II. Adv.
1. En un doare na jaoj ket.
C'hoarzhin dijaoj.
2. (en ul lavarenn en tu nac'h)
Kalz.
Ne'm eus ket dijaoj : n'em eus ket bernioù (anezho).
3. Ger a implijer da greñvaat an anv-gwan meneget en e raok.
Tiez bras-dijaoj.
HS. amzere, diazas, divergont, divuzul, dizereat, eston, euzhus, spontus.