Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
2
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
122
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. v.k.e. 1. Klask un neizh da gemer ar vioù zo ennañ. Dineizhañ un neizh bran. 2. Skarzhañ evned eus o neizh evit kemer ar vioù zo ennañ. Dineizhañ laboused evit kaout ar blijadur da laerezh o vioù. HS. difoupañ. 3. (db. loened all) Diskoachañ. Ur maout eo hennezh evit dineizhañ ar gedon. B. Dre skeud. 1. Dizoleiñ, kavout udb. pe ub. Dineizhañ un teñzor. Pelec'h dineizhañ tud evit ober al labour-se ? 2. Skarzhañ ub. eus ur goudor, ur guzhiadell. [1878] Mat, it 'ta neuze er park dreist ar c’hleuz ha dineizhit alese al laeron. II. v.g. 1. Kuitaat e neizh. 2. Dre skeud. (db. an dud) Kuitaat al lec'h m'emeur o vevañ, o labourat, h.a. Mall a oa ganti dineizhañ ha mont d'he neizh he-unan.

Exemples historiques : 
14
Masquer la liste des exemples

dineizh

1659
Référence : LDJM.1 pg denicher

dineizhiñ

1732
Référence : GReg pg denicher (tirer les oiseaux du nid)

dineizhet

1732
Référence : GReg pg denicher (tirer les oiseaux du nid)

dineizh

1732
Référence : GReg pg denicher (tirer les oiseaux du nid), denicher (sortir d'un lieu; faire sortir par force d'un lieu)

dineizhet

1850
Référence : GON.II pg dineisia, dineiza

Turzhunelled en deus dineizhiet

1850
Référence : GON.II pg dineisia, dineiza

dineizhiañ

1850
Référence : GON.II pg dineisia ou dineiza (Dénicher, ôter du nid).

dineizhañ

1850
Référence : GON.II pg dineisia ou dineiza (Dénicher, ôter du nid).

dineizhiet

1850
Référence : GON.II pg dineisia ou dineiza (Dénicher, ôter du nid. Part.)

« Ar gourc'hemen-se, bugale, / Ober vad an eil d'egile, / A vez torret, o tineizhiañ / Labousigoù graet da vevañ, / Graet da garet ha da viret / Na ve debret gant ar preñved / Ar greun a ra bara deoc'h. »

1867
Référence : MGK p111-112

Ar pezh a ve graet d'ho mammoù, / Deoc'h ivez, bugaleigoù, / An dra-se 'rit d'al laboused / A vez ganeoc'h dineizhiet, / Ha lakaet e kaouedoù, / Da vervel gant naon ha gant riv.

1867
Référence : MGK p110-111

Mat, it 'ta neuze er park dreist ar c’hleuz ha dineizhit alese al laeron.

1878
Référence : EKG.II p.90

Hogen un torrad kizhier bihan a oa bet dineizhiet ivez en ur c'horn bennak.

1985
Référence : DGBD p195

Ha penaos e vo tu da zineizhañ kement all bremañ pa 'z eus kement a glask war ar[sic] labourerien ?

1985
Référence : DGBD p44

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux