diniver
Kenderc'hel a ra o zraonienn gant kanolioù donik a-walc'h o kammigellañ etre inizi diniver ar skjaergaard (pe liorzh skoselloù).
Hogen pa’z eo gwir n’emañ ket war hon tro korf an touell, aesoc’h eo herzel, disteroc’h riskl an argoll… Daoust ma’z eus da ziwall er gouent zoken, rak an Diaoul a zo soutil, lies-stumm, diniver e widreoù !...
Ar maezioù war-dro ’vat a zo kaer-kenañ, da vihanañ da viz Eost : koadeier divent gant an hevelep gwez hag e Sveden, bezv ha sapr, ma kouezh diouto a-vouilhadoù c’hwezh yac’hus ar rousin, hag a bep tu d’ar wenojennoù kammdroennek brousgwez diniver en o bleuñ, un drugar hepken pa bleg aezhenn glouar an hañv da wentañ o frond c’hwek.
Div wech er bloaz d’an nebeutañ, da gala-Mae hag ar seitek a viz Here – deiz-ha-bloaz emsav ar Volcheviked – e tremen dre al leurgêr Ruz, dirak pennoù-bras ar gouarnamant chomet hep bezañ kraouiet pe zistrujet, an holl soudarded o lojañ e Moskov hag er rannvro a-bezh, ha d’ho heul mareadoù diniver a dud.
Goude bezañ lennet levrioù-beaj 'zo, ha dreist-holl moarvat ar re bet savet gant tud ha n'int bet biskoazh war al lec'h o welout, e c'hortozer en em gavout en ur strouezheg hag a ranker toullañ hent drezi a daolioù strep hag a daolioù bouc'hal, dre wask ar gweennoù, ma weler marmouzien diniver o redek war ar skourroù, naered o ruzañ, ha me oar...
Lavarout a rae, e berr gomzoù, e oa arabat d'an Dr Jekyll, e vadoberour a oa bet gopret ken fall e vadelezhioù diniver, e oa arabat dezhañ en em chalañ ken evit ar skriver, p'en doa hemañ araezioù tec'hout ma fizie penn-da-benn warno.
Hag ar pep gwashañ eo e c'hell n'eus forzh piv krouiñ un diniver bras anezhe.
Un tamm c'hwiliañ a-vras am eus graet da gentañ met ne gaven netra. Ha pa oan o klask er blogoù diniver on klotet warnañ.
Mots précédents
Mots suivants
diniveradur