Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
122
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. V.g. 1. Koll ar braz eus an dour zo ennañ dre zeverañ, aezhennañ. Lakaat an dilhad da zizourañ ha goude da sec'hañ. Krog eo ar c'hig da zizourañ. 2. Deverañ dour, un dourenn bnk, eus udb. Gortoz pont ar vag da zizourañ. Dizourañ a rae ma daoulagad, ma divhar. 3. Pemdez Troazhañ. Dont a reas c'hoant dizourañ din. HS. staotañ. 4. Dont er-maez eus an dour, dont war wel, war-c'horre an dour. Ne oa o tizourañ nemet ar garreg vras. II. V.k.e. 1. Lakaat an dour da zeverañ diouzh udb., da vont kuit diouzh udb. Gwaskañ e vlev d'o dizourañ. Ober gwazhioù da zizourañ pradeier. ES. dourañ, glebiañ. 2. Tennañ udb. eus an dour. Dizourañ ar roeñvoù, ar rouedoù. Dizourañ ur vag.

Exemples historiques : 
9
Masquer la liste des exemples

dizourañ

1659
Référence : LDJM.1 pg couler

dizourañ ar prajoù

1732
Référence : GReg pg (oter l') eau (des prez, l'empêcher d'y aller, l'en faire écouler)

dizourañ

1850
Référence : GON.II pg dizoura

zizoumet

1850
Référence : GON.II pg dizoura

ma na zizourit ket ho prad, n'ho pezo ket a foenn

1850
Référence : GON.II pg dizoura

P’edo o vont war-raok, e welas-eñ an den du o tizourañ ar c’harr hag ouzh hen deren en-dro d’ar gêr.

1924
Référence : SKET.II p.39

dizourañ (ur c’harr)

1924
Référence : SKET.II p.125 « Geriadurig », "Faire sortir (une voiture) de l’eau".

Hag eñ ha gwaskañ e vleo d’o dizourañ ha mont d’an ti-kegin.

1924
Référence : SKET.II p.35

Kas a rez an dud d'ober titich ha kakac'h a-hed ar sizhun ha kerkent hag echu ar skol ganez e lavarez da gement hini a gar ez ez da staotat, da gac'hat, da laosker ur banne dour, da zizourañ ar patatez, d'ober ur blegadenn...

2013
Référence : YUDAL p60

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux