Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
7
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

Na c'haller rebech netra dezhañ. Un den direbech. Direbech eo e labour. [1732] tud santel, nep a gundu ur vuhez santel, ha direbech [1850] Dibaot eo an dud direbech. [1878] Kouskoude, Anna, va c’houstiañs n'eo ket direbech dirak Doue ; me eo mestrez Penn-an-Nec’h. [1944] An diaoul kentañ. — « Mari Karreg-al-Louarn, n’hoc’h eus ket tremenet war an douar ur vuhez direbech. » An eil diaoul. — « Ho puhez a zo leun a rebechoù. » [1955] Hir a-walc’h e oa roll ar gerioù am boa soñj diouto, met ne dlee bezañ direbech na va doare distagañ nag ar stumm d’aozañ ar frazennoù. [1980] Direbech ne oa ket an niverenn mann. Un taol-esae nemetken. Direbech n'eo ket kennebeut an niverenn unan.

Exemples historiques : 
17
Masquer la liste des exemples

bezañ direbech

1732
Référence : GReg pg (n'être point) coupable

tud santel, nep a gundu ur vuhez santel, ha direbech

1732
Référence : GReg pg bienheureux (beat, homme de sainte vie)

direbech

1850
Référence : GON.II pg dirébech (Irréprochable, qui ne mérite pas de reproche. Sans reproche. Irrépréhensible. Innocent).

Dibaot eo an dud direbech.

1850
Référence : GON.II pg dirébech (Les hommes irréprochables sont rares).

Un test direbech eo.

1850
Référence : GON.II pg test (c'est un témoin irréprochable).

Evit gloar Doue em eus savet tour Gwinevez hag iliz Plouzane ; tremen daou-ugent vloaz a zo abaoe ma’z on beleg ; gwellañ ma c’hellen am eus graet evit distreiñ an dud diwar an hent fall hag o lakaat war an hent mat ; direbech on, a gredan, dirak Doue ; ne'm eus aon rak netra.

1877
Référence : EKG.I. pp.251-252

Bremaik e ranne ho kalon, ha n'eo ket iskis, o soñjal e rankec’h o lezer war an douar, evel pemp minor paour, dilezet gant an holl, gant Doue zoken, marteze ; ha bremañ, a c’hellit chom ganto direbech ha dibec’h, ne fell ket deoc’h ? O ! soñjit peger bras dienez e ve ar c’holl ac’hanoc’h !

1878
Référence : EKG.II p.261

Evit bezañ direbech a-walc’h e krogis adarre em fuzuilh hag e skois ker kreñv ha ker kreñv war an nor, ma kave din e vezen klevet betek Pont Krist ha Ploueskad.

1878
Référence : EKG.II p.40

Kouskoude, Anna, va c’houstiañs n'eo ket direbech dirak Doue ; me eo mestrez Penn-an-Nec’h.

1878
Référence : EKG.II p.260

direbech

1931
Référence : VALL pg (sans) blame

An diaoul kentañ. — « Mari Karreg-al-Louarn, n’hoc’h eus ket tremenet war an douar ur vuhez direbech. » An eil diaoul. — « Ho puhez a zo leun a rebechoù. »

1944
Référence : ATST p.56

Dre vevañ e Rusia, e teuis prim da c’houzout ne talve ar fardach-se nemet da zaoubenniñ ha da varitellañ an dudigoù direbech ar re ne vez ezhomm ebet da ziwall diouto.

1955
Référence : VBRU p.36

Hir a-walc’h e oa roll ar gerioù am boa soñj diouto, met ne dlee bezañ direbech na va doare distagañ nag ar stumm d’aozañ ar frazennoù.

1955
Référence : VBRU p.44

Dre hir amzer, dre huchal hon-daou, en arvar da zijavedañ, ha lies gwech da spouroniñ ar paour kaezh tud o chom er c’hambroù nesañ d’am hini, e krogas Yann da vont war wellaaat, met allas biken, ha pa vefe bev bete-vremañ, ne vo ur galleger direbech, rak an disterañ ma paoueze da deurel evezh war e deod hag e zent, e tifloupe raktal digantañ « diou sioucre », « dié la connnfitioure » ha traoù brav all e giz-se.

1955
Référence : VBRU p.63

Direbech ne oa ket an niverenn mann. Un taol-esae nemetken. Direbech n'eo ket kennebeut an niverenn unan. Daoust d'ar gwelladennoù. Strivañ a raimp er mizioù da zont evit gwellaat dibaouez, ganeoc'h, kazetenn ar stourmoù e Breizh.

1980
Référence : BREM Niv. 1, p. 2

e dremened a oa tost direbech : dibaot an dud a c'hallje lenn levr o buhez gant nebeutoc'h a aon egetañ

2012
Référence : DJHMH p31

Ret e vo dit bezañ difazi ha direbech neuze, betek ma vo echu mare an herouezadurioù.

2015
Référence : EHPEA p22

Ordre alphabétique

L'Office public de la langue bretonne