I.
1. Doar./Stn.
Na c'haller ket pareañ.
Kleñvedoù diremed. Bezañ skoet gant ur boan diremed. Ur marv diremed, ur blanedenn diremed : na c'haller ket tec'hel diouto.
2. Dre skeud.
Na c'haller ket degas en e stad reizh en-dro.
Nec'het e oant gant stad diremed o c'hêr.
II. Adv. pouez.
Kenañ.
Poanioù kriz-diremed. Bezañ hardizh-diremed.
HS. dibare.
He c'halon drist a oa rannet / Gant un nec'hamant diremed, / Pa welas he mab o wadañ / war bleñchenn menez Golgota.
He c'halon trist a oa rannet / Gant un nec'hamant diremet, / Pa velas he Map o oada / Voar blinchen menez Golgotha.
1677
Référence :
Do.
p66
ar poanioù grevus ha diremed eus an ivern
ar poanyou grevus ha diremed eus an ivern
1732
Référence :
GReg
pg grief (Les peines grieves de l'enfer.)
diremed
1732
Référence :
GReg
pg extréme (sans remede)
ar poanioù grizies ha diremed eus an ivern
ar poanyou gryez ha diremed eus an ivern
1732
Référence :
GReg
pg grief (Les peines grieves de l'enfer.)
diremed
dirémed
1850
Référence :
GON.II.HV
pg dibaréuz, dirémed
N'omp ket evit lavarout ne vo ket, keit ha ma vo ar muntrer o vale en e frankiz. Met gant pep muntr e kresk e emfiziañs, a c'heller krediñ. Ar pezh a c'hell lakaat anezhañ da faziañ diremed.