Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
7
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

Dre zismeg 1. (db. an dud) Kontet da vezañ difeiz ha da vezañ fall hag e-se. Tud disakret a-walc'h evit ober kement all. Ur bagad laeron disakret. DHS. digredenn, digristen, divadez. 2. (db. an traoù) Sevenet gant tud difeiz ha kontet da vezañ fall-tre hag e-se. Traoù diskiant ha disakret. Torfedoù disakret. HS. dizoue.

Exemples historiques : 
6
Masquer la liste des exemples

disakret

1732
Référence : GReg pg degrader (quelqu'un de la Prêtrise), desaccrer (rendre prophane)

Hag evit gwir, n'eo ket koll ar penn eo lavaret e teu galloud ur person, ur c’hure, da bareañ goulioù an ene, da bardoniñ ar pec’hedoù, da reiñ ar vadiziant, etc... eus a-berzh ur c’houarnamant hag a zo en e benn ur protestant marteze ha ne anavez ket eo ret kofes, pe un den disakret bennak ha ned a na war-dro iliz na war-dro beleg ebet, nemet pa vez oc’h ober pourmenadennoù en e rouantelezh, pe pa en em gav un nevezenti bennak gant e dud ?

1877
Référence : EKG.I. p.4-5

Eno, daoulinet e-kreiz ur vojenn derv, aet he delioù gant ar goañv, e kleve trouz an tennoù fuzuilh : a-wechoù, gant an avel yen ha yud a c’hwezhe dre ar gwez, e teue betek ennañ klemmoù ar re [a] oad o peurlazhañ, ha youc’herezh ar soudarded disakret…

1877
Référence : EKG.I. p.42

Hag en divije gouezet n’en divije biken kredet e vijent bet ken disakret ; n’en divije ket kredet e vije deuet tud, dre zroug ouc’h Doue, da ober ker gwazh d’e servijerien.

1877
Référence : EKG.I. p.43

« Dao atav warnezho... Bec’h d’an dud fall ha disakret... Dalc’h mat ’ta, Yann... Toullgof anezhañ ’ta, Per... Torr e benn outañ ’ta, Herve...

1877
Référence : EKG.I. p.283

Mes n’on ket evit chom e karg da ober an traoù diskiant, disleal ha disakret gourc’hemennet gant ar Republik.

1878
Référence : EKG.II p.65

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux