1. Diskoulm zo da reiñ, a roer d'ur gudenn, d'un enkadenn.
N'eus nemet un disentez da'z notennoù fall : labourat gwelloc'h.
2. Diviz, dibab, a dalvez da reolenn prl.
Un disentez politikel. Ret eo plegañ da zisentez al lez-varn.
&
Trl.
Reiñ un disentez : ober un dibab, ent kefridiel dh., evit diskoulmañ ur gudenn da vat.
&
Dre ast.
Ger diwezhañ distaget gant ub., komz n'eus ket da zistreiñ diwarni.
Klevet a ri ma disentez.
&
Trl.
Reiñ e zisentez da ub. : e zic'hoprañ.