dishañvaloc'h
disheñvel
E kant doare disheñvel o gwelen-i, lod o lammat hag o c'hourlammat, darn all o c'hoari penn-tourtig, o c'hoari brañsigellig ispilhet a-zibouez o lost ouzh skoultroù ar gwez, darn all c'hoazh o korolliñ pe en o fuch, a-zevri o klask laou an eil d'egile, dre ma tispourbellent o daoulagad brizh ha ma krizent o gourrennoù damruz ha blevek.
Islonk Nares, e mor ar Sargased, a zo dezhañ ur stumm disheñvel : lavaret e vije e vije kemmesket eno meur a islonk (donder : 6.996 m.) .
Souezhiñ a reas avat gant an disheñvel a'n em [sic, "en em"] gave ouzh e geneiled war ar sujed-se adarre.
[...] : kevrin ar Grouadelezh, a stummas disheñvel an den hag ar vaouez. Biskoazh, kent neuze, n'en doa merzhet e oa ar Vaouez « tra disheñvel ».
Ar geunioù, pe baludoù kentoc'h, a ro neuze un doare disheñvel d'ar vro ha, treuzet ar Roc'hell, e c'heller zoken gwelout ar mor e-pad ur pennadig.
E Breizh, a-raok an XIIIvet kantved, e oa bet an taolioù arnod gotek kentañ diouzh doare arz gotek Bro-Anjou dreist-holl, gwall zisheñvel e spered diouzh goteg Pariz (nev iliz-veur Sant-Maloù da skouer).
Na disheñvel int diouzh peulioù kenaozet ar chantele a oa strobet outo holl linennoù nerzh an iliz da vezañ dasparzhet en egor.
Marteze on boas da welout korfoù-marv abaoe kement a vloavezhioù, met daou dra disheñvel eo korf-marv unan bennak hag a zo bet drouklazhet, diouzh un tu, ha, diouzh an tu all, peder retredadez etre tri bloaz ha tri-ugent ha dek ha pevar-ugent, hag o deus lakaet termen d'o buhez.
C'hoariit ar c'houblad amourouzien, an dremenidi prederiet, al labourerien o vont d'o labour gant pres warne... hag evel-just cheñchit ho look kuit na vefe tres splann ur "stourmer" warnoc'h -badjoù, piercing, stumm ho plev, dilhad disheñvel betek re...-
Abalamour d'an dra-se ne vo ket lakaet ar gaoz en ur mod peurreizh amañ war ar [an] doareoù disheñvel da stourm difeuls.
Mots précédents
Mots suivants
disheñvelaat