Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
7
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. Doar./Stn. A. (db. al loened) Hep hual. Dishual eo ho kazeg. B. Dre skeud. 1. (db. an dud) Dizalc'h. Bremañ ez on dishual ha digabestr. & Kaout ur spered dishual, digor ha lemm. 2. Trl. Bezañ dishual e izili : kerzhet prim ha skañv. 3. Pemdez (db. ar merc'hed) Dizimez. Plac'h yaouank dishual. 4. (db. ar broioù) N'eo ket dindan galloud bro all ebet. Broad dishual hag enoret. II. Adv. Hep hual. & Rim. Marc'h Hamon a ya da Vrest / Dishual ha digabestr / Dreist an drein, dreist ar mein / Yannig vihan war e gein. HS. dieub, digabestr, dizalc'h.

Exemples historiques : 
10
Masquer la liste des exemples

dishual

1732
Référence : GReg pg (sans) entraves (cheval à qui on n'a pas mis d'entraves)

ur marc'h am eus kavet, dishual ha digabestr

1850
Référence : GON.II pg dishual

dishual eo evitañ da vezañ yaouank

1850
Référence : GON.II pg dishual

dishual

1850
Référence : GON.II pg dishual

Daoust ha n'en deus ket ar mojenner sentet ouzhoc'h, pa oac'h o lavaret petra a ranke Breizhiz da gasaat ha petra da garout ! Daoust ha na zesk da bep Breizhad eo ret trec'hiñ a-raok an droug, heuliañ ar mad, bezañ, pa'z eo dleet, digabestr ha dishual; chom e peoc'h en e di balan

1867
Référence : MGK Rakskrid XII

Mad a ra, a gav din. Rak bezañ er frankiz, digabestr ha dishual, chaokat kaol pe banez, evel ur penn-chatal, zo gwell eget dibriñ kilheien diouzh ar ber, ha bezañ pennasket etre peder voger.

1867
Référence : MGK p9

Bezañ ez eus a-hend-all war-zu ar sav-heol, ur vammvro all, hini hon enebourien: Bro-C'hall, pehini, goude laerezh Dugelezh dishual hon tadoù dre un dimeziñ rediet, heuliet gant ur c'hontrad, rediet ivez hag ouzhpenn-se torret da c'houde, a dalc'h ac'hanomp abaoe 1491, 1532, ha 1793 en ur sklaverezh dismegañsus gwashoc'h-gwazh.

1911
Référence : PSEP p V

Evit ar gouennoù loened all, bez’ ez eus anezho a zalc’h da vevañ ez gouez ha dishual e-kreiz ar c’hoadoù ha re all, pe zic’houezet pe zamc’houez c’hoazh, a vev er c’hlozioù sakr ma vernier aour ha pinvidigezhioù an doueed.

1923
Référence : SKET p.55

dishual

1931
Référence : VALL Rakskrid p XXXII

Setu aze pehini 'oa giz krediñ an holl vourc'hizien, e Breizh-Izel, pa oan-me o stagañ da gerzhout war hent ar vuhez dishual.

1944
Référence : EURW.1 p84

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux