1. Chadenn, kordenn pe goadenn a vez lakaet d'al loened doñv techet da dec'hel, a stag daou bav eus an hevelep tu an eil ouzh egile - pe daou bav a-groaz - evit mirout outo a redek kuit.
Un hual evit ar c'hezeg, evit ar saout, ar meot.
2. Ereoù ar brizonidi.
3. Dre let.
Nep tra a laka harz d'ar frankiz.
HS. kabestr, nask.
Betek-hen n’oa ket bet a sklaved gant mibien Vanos ha biskoazh n’oa bet gwelet, e-touez broadoù all ar bed, ur mab pe ur verc’h da Vanos o poaniañ dindan ar yev hag en hualoù.
Betek-hen n’oa ket bet a sklaved gant mibien Vanos ha biskoaz n’oa bet gwelet, e-touez brôadou all ar bed, eur mab pe eur verc’h da Vanos o poania dindan ar yeo hag en hualou.