Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
7
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. A. (db. an traoù) Hep si. Marc'hadourezh disi. Ar bravañ hag an disiañ. B. (db. an dud) 1. Peurvat e neuz, hep namm. Disi e oa he dremm hag he neuz. C'hoazh eo brav dit pa'z out deuet d'ar gêr eus ar brezel disi. DHS. dibistig, kaer. 2. Hep tech. N'eus den disi ebet. 3. Difazi. Disi eo e vemor. Komz a ra ur brezhoneg disi. II. Adv. Hep si. Ur micherour a-gement a rae ken disi e labour.

Exemples historiques : 
8
Masquer la liste des exemples

disi dre skrid

1732
Référence : GReg pg cartel (de desy, pour se battre en duel)

disioù dre skrid

1732
Référence : GReg pg cartel (de desy, pour se battre en duel)

Disi ez oa ar chatal hag en douar brokus-se, dindan an heol-se klouar ha lugernus, divouch dalc’hmat diouzh koumoul goañv ha lusenn diskar-amzer, e taole ar parkeier, dilabour ha didorr, tri eostad dre vloaz.

1923
Référence : SKET p.74

Bet kelennet gant Lugus ha Belisama hag o kas ganto en ur vont war-raok, garanet don en o fenn hag en o c’halon, lezennoù Belios ; perc’henned klavioù-brezel, binvioù-labour ha kirri tennet an danvez d’o sevel eus un douar gweladennet ha santelaet gant an doueed, kaserien pennoù-chatal glan ha disi, ez oant holl, paotred ha merc’hed, yaouank, kreñv, kaer, gwenn, skedus, gredus ha hael, ur marzh !

1923
Référence : SKET p.138-139

Momoros a eveshaas neuze ez oa steuziet ar marc’h hag e klevas ul laouen[i]digezh vras en e greiz, rak brav ez oa ar vro ma ’z edo, stank ha disi ar boblad anezhi, ha diouzh e c’hoant ar vibien hag ar merc’hed.

1923
Référence : SKET p.122

disi

1931
Référence : VALL pg accompli (parfait)

Un hoalerezh korfel hepken ; karout a raen ar paotr-se evel em bije karet un dra graet brav, un daolenn livet kaer, un arvest denel turgnet disi, un dremm goant a skede sklerijenn.

1944
Référence : EURW.1 p.193

Skinañ a rae gant ur gened disi. Ar muzelloù, ruz-livet, a oa un hoal, daoust d'o mousklenn. An daoulagad du ha gleb, a zeve en o donder un tan a daole sklerijenn ha gwrez war an dremm paret warnañ.

1949
Référence : SIZH p.58

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux