1. [1659] Danvezenn c'hreunennek dalc'het en organoù-mir plant zo, evel an edeier pe an avaloù-douar, a oberier un doare peg ganti.
&
Trl.
Bleud ampez : ampez malet a-benn e implijout.
2. [1659, 1732, 1931] Doare peg a farder diwar an danvezenn-se ha dour tomm a dalvez da reiñ muioc'h a zalc'h d'an dilhad, d'ar gwiadoù, pa vezer ouzh o distennañ.
[1874] Endani un abid fleur ampez.
Ur c'hoef sonn gant an ampez.
&
[1931] Ampez gwenn.
Trl. skeud. (db. ar binvioù da droc'hañ)
Na vezañ an ampez war e c'henoù : bezañ lemm.
3. Tr. estl.
Gast an ampez ! : estlammadell a laosker diwar un taol imor.
Emañ ar ger-mañ da vezañ tostaet ouzh "peg". Diskenn a ra an daou dermen eus ar ger latin "pix" met "ampez" a zo deuet deomp dre hanterouriezh ar galleg.