Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. [1659] Danvezenn c'hreunennek dalc'het en organoù-mir plant zo, evel an edeier pe an avaloù-douar, a oberier un doare peg ganti. & Trl. Bleud ampez : ampez malet a-benn e implijout. 2. [1659, 1732, 1931] Doare peg a farder diwar an danvezenn-se ha dour tomm a dalvez da reiñ muioc'h a zalc'h d'an dilhad, d'ar gwiadoù, pa vezer ouzh o distennañ. [1874] Endani un abid fleur ampez. [1954] Ne selle ket berr ouzh an ampez fererezed gwechall ha war a gredan n’eus plankenn ebet reutoc’h pe galetoc’h eget krepez va c’henvroiz a skoulme en o c’herc’henn ur gravatenn seiz du, ken moan war vete nebeut hag ul las botez. Ur c'hoef sonn gant an ampez. & [1931] Ampez gwenn. Trl. skeud. (db. ar binvioù da droc'hañ) Na vezañ an ampez war e c'henoù : bezañ lemm. 3. Tr. estl. Gast an ampez ! : estlammadell a laosker diwar un taol imor.

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

ampez

1659
Daveenn : LDJM.1 pg amidon, ampés

ampez

1732
Daveenn : GReg pg empois (amidon délaïé, & cuit)

empez

1732
Daveenn : GReg pg empois (amidon délaïé, & cuit)

ampez

1732
Daveenn : GReg pg empois (amidon délaïé, & cuit)

ampez gwenn

1732
Daveenn : GReg pg amidon

endani un abid fleur ampez

1874
Daveenn : GBI.II p58

ampez gwenn

1931
Daveenn : VALL pg amidon

ampez

1931
Daveenn : VALL pg amidon

Ne selle ket berr ouzh an ampez fererezed gwechall (1) ha war a gredan n’eus plankenn ebet reutoc’h pe galetoc’h eget krepez va c’henvroiz a skoulme en o c’herc’henn ur gravatenn seiz du, ken moan war vete [war-vete] nebeut hag ul las botez.

1954
Daveenn : VAZA p.30

Notennoù studi

Emañ ar ger-mañ da vezañ tostaet ouzh "peg". Diskenn a ra an daou dermen eus ar ger latin "pix" met "ampez" a zo deuet deomp dre hanterouriezh ar galleg.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial