Abaoe ma’z eus eus an urzhiataerioù en hor buhezioù ez eo bet gouest ar brezhoneg d’en em ober diouzh an dra-se. Evit a sell ouzh an dermenadurezh da gentañ, ken abred hag ar bloazioù 80, kement ha gallout komz, c’hoari, eskemm, labourat diboan e brezhoneg. Nevezc’herioù a-leizh zo bet goveliet a-hed ar bloavezhioù hag a zo bet euvret da vat gant ar yezh pemdeziek a-benn bremañ : urzhiataer, meziant, pladenn galet, memor, logodenn, klikañ, postel, enrollañ, restr, Kenrouedad…

En un eil lankad ez eus bet pledet gant an treiñ gant ar gumuniezh vrezhonek evit bezañ gouest da ginnig binvioù d’an implijerien. Kalz a veziantoù frank zo bet troet e brezhoneg hag a vez hizivaet ingal abaoe un ugent vloaz bennak.

Kalz a labour zo bet graet ivez evit ma vefe eus ar yezh war ar Genrouedad evit kinnig danvez enlinenn a gement seurt zo, evel m’en diskouez ar raktres holloueziadur frank Wikipedia e brezhoneg bet roet lañs dezhañ e 2004.

Ha binvioù diabarzh da vastañ da ezhommoù resis zo bet diorroet ivez : un troer emgefreek brezhoneg-galleg, geriadurioù ha diazoù roadennoù yezh, difazierioù reizhskrivadur ha yezhadur.

Al lodenn vrasañ eus an araokadennoù-se a zo dleet da daolioù intrudu hiniennel hag a-youl vat hag a ranker ober stad dezho amañ. Diskouez a ra kement-se ez eo bev ar gumuniezh hag e oar en em ober dizehan diouzh an daeoù a zo eus an emdroadurioù teknologel dibaouez hag a ya war vuanaat en hor buhezioù.

Ret mat eo merkañ avat n'eo ket bet kenurzhiet nemeur an emdroadurioù pozitivel-se ha n'o deus gallet plediñ dre ret nemet gant ul lodenn vihan eus an niverel (tachenn al loazioù frank). Ne vo ket trawalc’h morse gant an engouestl personel hag a-youl vat, ha pa vefe ret, evit bastañ d’an ezhommoù bras a chom ha digeriñ an hent d’un implij naturel eus ar yezh.

Setu perak ez eus bet soñjet d’an OPAB e oa ret kas ur preder don hag hollek war an dachenn-se evit gallout kinnig ur strategiezh azas ha pazennek d’an holl re a labour war an dachenn, ha pa vefent tud eus an ensavadurioù, tud a-vicher pe geek ha netra ken.

En ul lodenn gentañ e kinnig an danevell-mañ stad ar brezhoneg e bed an niverel hag an teknologiezhioù nevez. Ret eo kemer e kont ar pezh zo bet graet c’hoazh ha sachañ an evezh war ar mankoù brasañ. A-drugarez d’al labour stadañ sistematek-se e c’haller brastresañ ar pezh a c’hallfe bezañ ur strategiezh liesvloaziek evit diorren bezañs ar yezh, he implij hag he galloud emazasaat ouzh ar binvioù niverel en 10 vloaz a zeu.

Ober eus ar brezhoneg ur yezh vodern, enframmet da vat en endro niverel hag azas ouzh implijoù he yezherien a lakaomp da bal. Ur respont eo ivez ar pal-se da c’houlennoù niverus ar vrezhonegerien da c’hallout ober gant o binvioù niverel en o buhez pemdeziek.

Spi hon eus ivez e servijo an danevell-mañ da lakaat teknologiezhioù ar yezh, ha na bledont ket nemeur gant ar brezhoneg hiziv an deiz, da gemer muioc’h e kont dibarderioù ar yezh-se ha ma vo roet lañs da raktresoù klaskerezh war an tu-se en ur ziorren ar c’henlabour gant ar skolioù-meur hag an ensavadurioù klaskerezh a bep seurt.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial